Sul 16 a viz Genver 2022

Sul 16 a viz Genver 2022: 2l Sul Per Annum

Stumm Usus Antiquior: Dominica Secunda post Epiphaniam.

Dimanche 16 Janvier 2022: 2e Dimanche Per Annum /

Forme Usus Antiquior 2e Dimanche après l’Epiphanie.

 

Misal nevez

Aviel Sant Yann 2,1-11

En amzer-se e voe un eured e Kana, e bro-C’halilea, ha mamm Jezuz a oa eno. Ha pedet e voe ivez d’an eured Jezuz hag e ziskibion gantañ.

Diouer o vezañ savet war ar gwin, e lavaras mamm Jezuz dezhañ: «N’o deus ket ken a win.» Ha Jezuz da lavarout dezhi: «Petra ‘fell dit, va eur n’eo ket deuet c’hoazh.» E vamm a lavaras d’ar servijerion: «Petra bennak a lavaro deoc’h, en grit.»

Bez’ e oa eno c’hwec’h jarl-maen a dalveze d’ar gwalc’hadurioù evel ma ra ar Yuzevion, daou pe dri muzuliad o vont e pep unan anezho. Lavarout a reas Jezuz d’ar servijerion: «Kargit a zour ar jarloù-se.» Hag int d’o c’hargañ betek ar barr. Hag e lavaras dezho: «Tennit bremañ ha kasit da vestr ar banvez.» Hag e rejont.

Met p’en devoa mestr ar banvez tañvaet an dour troet e gwin – ha ne ouie ket a belec’h e teue, ar servijerion avat a ouie, int hag o devoa tennet an dour, neuze mestr ar banvez a c’halv ar gwaz nevez hag a lavar dezhañ: «Pep den a laka da gentañ ar gwin mat da vont, ha pa grog an dud da vezañ badaouet, an hini disterañ; te avat ac’h eus miret ar gwin mat betek vremañ».

Hennezh a voe penn-kentañ arouezioù Jezuz, an hini a reas e Kana Galilea, ma tiskouezas e c’hloar ha ma kredas e ziskibion ennañ.

 

daved al load  » Introïbo « 

 

+ Usus Antiquior +

 

ominica Secunda post Epiphaniam.

 

Digoradur

Salm 65, 4

Omnis terra adóret te, Deus, et psallat tibi: psalmum dicat nómini tuo, Altíssime.

+ gwerzadoù 1-2 Iubiláte Deo, omnis terra, psalmum dícite nómini eius: date glóriam laudi eius.

Dirazoc’h e stou an douar a-bezh, kanañ a ra evidoc’h, kanañ a ra hoc’h anv, C’hwi an Uhel-Meurbet

S/ Youc’hit da Zoue, douar a-bezh, kanit klod e anv, dougit klod dezhañ gant ho meuleudi.



 

aud

 
*