Sul 15 a viz Mae 2022 – Pemvet Sul Fask / Dominica Quarta post Pascha – Ar Pevare Sul goude Pask
Dimanche 15 Mai 2022 – Nouveau missel: 5e Dimanche de Pâques / Usus Antiquior : 4e Dimanche après Pâques
kanoù gregorian evit ar misal nevez
Misal nevez:
Aviel sant Yann
14, 1-12
D’ar mare m’edo Jezuz o tremen eus ar bed-mañ davet e Dad, e lavare d’e ziskibion:
«Arabat d’ho kalon bezañ trubuilhet. Krediñ a rit e Doue, kredit ivez ennon.
E ti va Zad ez eus chomajoù e-leizh, mar ne vije ket evel-se em bije lavaret deoc’h; setu m’emaon o vont da aozañ plas deoc’h.
Ha pa vin aet, ha p’am bo kempennet plas deoc’h, e tistroin hag o kemerin em c’hichen, evit ma vezot c’hwi ivez el lec’h m’emaon-me. Ha da gaout al lec’h ma ‘z an, ec’h ouzit an hent.»
Lavarout a reas Tomaz dezhañ: «Aotrou, ne ouzomp ket da belec’h emaout o vont; ha penaos ec’h oufemp an hent?»
Jezuz a lavaras dezhañ: «Me eo an Hent, ar Wirionez hag ar Vuhez; den ebet ne zeu d’an Tad nemet drezon.
Mar am anavezfec’h, ec’h anavezfec’h va Zad ivez… Met a-vremañ e anaout a rit hag e welet hoc’h eus.»
«Aotrou, eme Filip, diskouez dimp an Tad hag e vo trawalc’h dimp.»
Jezuz a lavaras dezhañ: «Keit amzer a zo abaoe m’emaon ganeoc’h, ha n’am anavezez ket c’hoazh, Filip? An hini am gwel, a wel ivez an Tad. Penaos e lavarez : Diskouez dimp an Tad? Ha ne gredez ket emaon en Tad hag emañ an Tad ennon?
Ar c’homzoù a lavaran deoc’h, n’o lavaran ket ac’hanon va-unan. An Tad hag a chom ennon, eo a ra e oberoù. Va c’hredit emaon en Tad hag emañ an Tad ennon. Pa ne ve ken, kredit en abeg d’an oberoù o-unan.»
«E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an neb a gred ennon a raio, eñ ivez, an oberoù a ran-me; ha reoù vrasoc’h c’hoazh a raio, dre m’emaon o vont davet va Zad.»
daved al load » Introïbo «
+ Usus Antiquior
Vidi aquam * * *
Dazgwerzad amzer Fask
diouzh Ezekiel 47, 1 & 9, Salm 118 (117),1
a setu ma strinke an dour eus dindan
kostez dehoù an Templ; rak yac’haat a ra, hag
ar vuhez en em zispak e kement lec’h ma’z a ar
froud. S/ Dougit klod d’an Aotrou evit e vadelezh ! Ya, da virviken e pad e drugarez !
Digoradur
Salm 97, 1-2.
Cantáte Dómino cánticum novum, allelúia: quia mirabília fecit Dóminus, allelúia: ante conspéctum géntium revelávit iustítiam suam, allelúia, allelúia, allelúia / Salvávit sibi déxtera eius: et bráchium sanctum eius.
Kanit d’an Aotrou ur ganenn nevez, allelouia, dre m’en deus graet burzhudoù : dizoloet en deus e reizhder dirak ar broadoù / Gounezet en deus an trec’h gant e zorn dehoù, ha gant e vrec’h santel.
*