Sul 14 a viz Du 2021

Sul 14 a viz Du 2021

Misal nevez: 33e Sul eus an amzer e-pad ar bloaz (B)

Usus Antiquior : evel ar 6et Sul warlerc’h an Epifaniezh

Nouveau Missel : 33e Dimanche du temps ordinaire.

Usus Antiquior: Dominica Sexta quæ superfuit post Epiphaniam

 

 

Misal nevez: Mark 13, 24-32

En amzer-se e komze Jezuz d’e ziskibion eus e zistro.

« Hogen en deizioù-se, goude an trubuilh-se, e teñvalaio an heol ha ne roio mui al loar he sklêrijenn; ar stered en em lakaio da gouezhañ eus an neñv hag ar galloudegezhioù a zo en neñvoù a vo diskogellet.

Neuze e vo gwelet Mab an Den o tont er c’hoabrennoù, gant galloud ha klod. Neuze e kaso an Aeled da vodañ e zibabidi eus ar pevar avel, eus penn pellañ an douar da benn pellañ an neñv.

Digant ar wezenn-fiez deskit ar gentel-mañ: kerkent ha ma teu he skourroù da vezañ tener ha ma tiwan he delioù, ec’h anavezit emañ tost an hañv. Evel-se c’hwi ivez, pa welot kement-se o c’hoarvezout, gouezit emañ-eñ tost, e-tal an dorioù.

E gwirionez, me lavar deoc’h, ne dremeno ket ar rummad-mañ, kent da gement-se holl bezañ c’hoarvezet. An neñv hag an douar a dremeno, va c’homzoù-me avat ne dremenint ket.

Evit ar pezh a sell ouzh an Deiz-se pe an Eur-se, den ne oar, nag an Aeled en neñv, nag ar Mab, nemet an Tad hepken ». 

 

 

daved al load  » Introïbo « 

Stumm Usus Antiquior

 

 

 

 

ominica Sexta quæ superfuit post Epiphaniam

*

 

Digoradur

(evel d’ar Sul a-raok)

Yeremias 29,11,12 & 14

Dicit Dóminus : Ego cógito cogitatiónes pacis, et non afflictiónis : in vocábitis me, et ego exáudiam vos : et redúcam captivitátem vestram de cunctis locis.

Salm 84,2

Benedixísti, Dómine, terram tuam : avertísti captivitátem Iacob.

Me am eus mennadoù a beoc’h ha n’eo ket a zroukverzh – lavar an Aotrou ; p’am galvot e selaouin ac’hanoc’h, hag eus an holl lec’hioù m’am eus hoc’h argaset ho tastum a rin.

S/ Ho krad vat, Aotrou, hoc’h eus diskouezet d’ho pro

graet hoc’h eus da brizonidi Yakob distreiñ.

 

 

aud