Seitekvet Sul goude ar Sul Wenn

Sul 2 a viz Here 2022 – Misal nevez : 27vet Sul per annum Bloavez K/

Usus Antiquior : Dominica Decima septima post Pentecosten

Ar seitekvet Sul goude ar Sul Wenn

Dimanche 2 Octobre 2022 – nouveau missel : 27e Dimanche per annum Année C / Usus Antiquior  : 17ème Dimanche après la Pentecôte

 

 

 

kanoù gregorian evit ar misal nevez

Misal nevez:

Aviel sant Lukaz

16, 19-31

En amzer-se, e lavare Jezuz d’e ziskibion: «Un den pinvidik a oa a veze gwisket gant mezher mouk ha lin moan hag a rene bemdez fest ha c’hoari kaer. Hag ur paour a oa, Lazar e anv, a veze gourvezet ouzh toull e borched, goloet-holl a c’houlioù. Karet en divije terriñ e naon gant ar pezh a gouezhe

diwar daol an den pinvidik. Hag ar chas zoken a zeue da lipat dezhañ e c’houlioù. Hag e c’hoarvezas d’ar paour mervel ha bezañ douget gant an Aeled en askre Abraham.

Ar pinvidik a varvas ivez hag a voe lakaet er bez. Hag o vezañ e bro ar marv, e savas e zaoulagad eus a-greiz e boanioù hag e welas Abraham a-ziabell ha Lazar en e askre. Hag eñ da grial:  » Tad Abraham, az pez truez ouzhin ha kas Lazar ma soubo penn e viz en dour da zistanañ din va zeod, rak poanioù a ziwaskan en tan-flamm-mañ!  »

 » Va bugel, a respontas Abraham, az pez soñj ec’h eus bet da eurvad e-pad da vuhez, Lazar avat ar gwalleur, met bremañ ez eo frealzet amañ ha te a zo o c’houzañv poan. Hag ouzhpenn-se, etrezoc’h-c’hwi ha ni ez eus bet startaet un islonk bras, en doare ma ne c’hell ket ar re a garfe, tremen ac’halenn betek ennoc’h, na kennebeut all treuziñ alese betek ennomp. »

 » Neuze, Tad, eme ar pinvidig, da bediñ a ran d’e gas da di va zad, rak pemp breur am eus, ma tougo testeni dezho evit ma ne zeuint ket, int ivez, d’al lec’h-mañ a boanioù !  »

Met Abraham a respontas:  » Bez’ o deus Moizez hag ar Brofeded: dezho d’o selaou!  » –  » Nann, Tad Abraham, eme ar pinvidig, met ma vije unan bennak a-douez ar re varv a yafe d’o c’haout, e rafent pinijenn.  »

Abraham avat a respontas dezhañ:  » Pa ne selaouont na Moizez nag ar Brofeded, ha goude ma savfe unan bennak a-douez ar re varv, ne vefent ket lakaet da grediñ.  »»

 

 

 

daved al load «  Introïbo « 

 

 

 

+ Usus Antiquior

Dominica Decima septima post Pentecosten

 

 

Digoradur

 

Salm 118, 137 & 124

Iustus es, Dómine, et rectum iudicium tuum : fac cum servo tuo secúndum misericórdiam tuam.+ 1 /  Beáti immaculáti in via : qui ámbulant in lege Dómini.

Na reizh oc’h-c’hwi, Aotrou, ha gwirion ho parnedigezhioù ! Grit d’ho servijer hervez ho trugarez. Gwenn o bed ar re a zo pervezh o hent, ar re a gerzh gant lezenn an Aotrou.

 

 

 

 

*

Lecteur audi

00:0 *