
Sul 23 a viz Du 2025 – Usus Antiquior: Dominica Vigesima Quarta et Ultima post Pentecosten – Pevare Sul war’ n ugent ha diwezhañ goude ar Sul-Gwenn (misal nevez Gouel meur ar C’hrist Roue an Hollved)
Dimanche 23 novembre 2025 – 24ème et dernier Dimanche après la Pentecôte (nv missel Solennité du Christ-Roi)
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Aviel novus ordo
Lukaz 23, 35-43
En amzer-se ar pennoù-bras a rae goap ouzh Jezuz en ur lavarout: «Salvet en deus reoù all; ra ‘n em salvo e-unan, mard eo Krist Doue, an hini dibabet !» Ar soudarded ivez a c’hoarzhe goap warnañ; tostaat a raent hag e kinnigent gwinegr dezhañ, en ur lavarout: «Mard out Roue ar Yuzevion, en em salv da-unan!» Bez’ e oa ivez ur skrid a-us d’e benn: «Hemañ eo roue ar Yuzevion.» Unan eus an dorfedourien e pign ouzh ar groaz, a skoe kunujennoù gantañ, en ur lavarout: «Ha n’eo ket te eo ar C’hrist? En em salv da-unan ha ni ganit!» Met egile a respontas outañ gant komzoù taer: «Na te, kennebeut-all, n’ec’h eus tamm ebet doujañs Doue, goude m’out bet barnet d’an hevelep kastiz? Evidomp-ni ez eo reizh, gopret omp diouzh hon torfedoù; met hemañ n’en deus graet droug ebet !» Hag e lavare: «Jezuz, az pez soñj ac’hanon pa zeui e gloar da Rouantelezh.» Ha Jezuz a respontas dezhañ: «E gwirionez, en lavarout a ran dit, hiziv e vi ganin er Baradoz.»

https://gregorien-en-paroisse.fr/
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load Introïbo
Dominica Vigesima Quarta et Ultima post Pentecosten
Digoradur

Yeremias 29,11-12&14.
Dicit Dóminus : Ego cógito cogitatiónes pacis, et non afflictiónis: in vocábitis me, et ego exáudiam vos: et redúcam captivitátem vestram de cunctis locis. +Salm 84,2 / Benedixísti, Dómine, terram tuam: avertísti captivitátem Iacob.
Rak me am eus mennadoù a beoc’h ha n’eo ket a zrouknerzh – lavar an Aotroù – ho selaou a rin, ho tegas a rin en-dro el lec’h m’am boa hoc’h harluet dioutañ. /S. Diskouezet hoc’h eus, Aotroù, ho trugarez ouzh an douar, adroet hoc’h eus dqa Yakob an eurvad.
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Goueler ar sizhunvezh
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*



