Sul 29 a viz Genver 2023 – misal nevez: 4e Sul per annum (A) / Stumm Usus Antiquior: Dominica Quarta post Epiphaniam ar Pevare Sul goude an Epifaniezh
Dimanche 29 Janvier 2023 – 4e Dimanche ordinaire per annum/ Stumm Usus Antiquior 4e Dimanche après l’Epiphanie
kanoù gregorian evit ar misal nevez
Misal nevez bloavezh A
Aviel sant Mazhev 5, 1-12
En amzer-se, o welout an engroezioù-tud-se e savas Jezuz war ur menez, hag aet en e goazez, e tostaas outañ e ziskibion. Neuze e stagas da gomz ha d’o c’helenn dre lavarout:
«Eürus ar re a gar ar baourentez, rak dezho eo Rouantelezh an Neñvoù. Eürus ar re a ouel, rak int a vo frealzet. Eürus ar re ‘zo kuñv, rak int o devo an Douar da lod. Eürus ar re o deus naon ha sec’hed eus ar Reizhded, rak int a vo roet o gwalc’h dezho. Eürus ar re a zo trugarezus, rak int ivez a vo graet trugarez outo. Eürus ar re a zo glan a galon, rak int a welo Doue. Eürus ar re a laka ar peoc’h da ren, rak int a vo anvet bugale Doue. Eürus ar re a zo gwallgaset en abeg d’ar Reizhder, rak dezho eo Rouantelezh an Neñvoù.
Bezit eürus pa vezot dismegañset, heskinet, pa vezo lavaret dre c’haou, a bep seurt droug diwar ho penn, abalamour din-me.
Bezit laouen ha tridit gant levenez, rak bras e vo ho tigoll en Neñvoù !»
daved al load » Introïbo «
+ Usus antiquor
Dominica Quarta post Epiphaniam
*
Digoradur
evel d’an 3de Sul
Salm 96, 7-8
Adoráte Deum, omnes Angeli eius: audívit, et lætáta est Sion: et exsultavérunt fíliæ Iudæ.
+ gwerzad 1– Dóminus regnávit, exsúltet terra: læténtur ínsulæ multæ.
Stouit dirak Doue, c’hwi an holl aeled! Klevet he deus Sion hag en em laouena, tridal a ra merc’hed Bro-Youda! S/ An Aotrou a ren ! Ra drido an douar! Ra vo levenez gant bed an inizi!
gouel sant Weltaz d’an 29 a viz Genver
sant Weltaz