Pevare Sul ar C’horaiz
Sul 15 a viz Meurzh 2026 – Pevare Sul ar C’horaiz – Domenica Quarta in Quadragesima
Dimanche 15 Mars 2023 – 4e Dimanche de Carême
disul – Longinus; Arwestl
dilun – Euzebia; Fionnan
dimeurzh – Jozef Arimatea (Ilizoù ar Reter); Padrig; Gertruda
dimerc’her – Kirill Jeruzalem; Derwell
diriaou – Gouel sant Jozef; Mazved
digwener – Fotina; Kutberzh
disadorn – Merzherion Santel Aleksandria; Benead
kavit aze ar goueler klok evit ar sizhunvezh 15-21 a viz Meurzh
Saints & fêtes pour la semaine du 15 au 21 Mars
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Aviel novus ordo
Yann 9, 6-9. 13-17. 34-38
Tufañ a reas ouzh an douar, ober a reas pri gant e halo hag e ledas ar pri-se war daoulagad an dall, en ur lavarout dezhañ: «Kae d’en em walc’hiñ e lenn Siloe.» (ar pezh a dalv da lavarout Kannad). Mont a reas eta, en em walc’hiñ, hag e tistroas o welout. Hogen an amezeion hag ar re o devoa e welet diagent o c’houlenn an aluzon, a lavare: «Ha n’eo ket hemañ an hini a veze azezet hag a c’houlenne an aluzon?» Darn a lavare: «Hemañ eo», ha darn all: «N’eo ket, met unan hañval outañ.» Eñ avat a lavare: «Me eo.» Degas a rejont dirak ar Farizianed an hini a oa bet dall. Hogen ur sabad e oa an deiz-se m’en devoa Jezuz graet pri ha digoret dezhañ e zaoulagad. D’o zro ivez, e c’houlennas ar Farizianed outañ penaos en devoa adkavet ar gweled. Ma lavaras: «Lakaet en deus din fank war va daoulagad; en em walc’het on, hag e welan.» Ac’hano, hiniennoù eus ar Farizianed a lavare: «An den-se ne zeu ket a-berzh Doue, peogwir ne vir ket ar sabad.» Met reoù all a lavare: «Penaos e c’hellfe ur pec’her ober hevelep burzhudoù?.» Ha dizemglev a oa kenetrezo. Lavarout a rejont eta adarre d’an dall: «Ha te, petra ‘lavarez diwar e benn p’en deus digoret dit da zaoulagad?» – «Ec’h eo ur profed», emezañ. Respont a rejont dezhañ en ur lavarout: «Er pec’hed out bet ganet penn-kil-ha-troad ha te a rafe skol dimp-ni?.» Hag e deurel a rejont er-maez. Klevout a reas Jezuz e oa bet taolet er-maez ganto, hag o vezañ en em gavet gantañ, e lavaras dezhañ: «Ha krediñ a rez e Mab Doue?» Hemañ a respontas: «Ha piv eo, Aotroù, evit ma kredin ennañ?» Jezuz a lavaras dezhañ: «E welout a rez, an hini a gomz ouzhit, hennezh eo.» Neuze e lavaras egile: «Krediñ a ran, Aotroù.» Hag e stouas dirazañ.

https://gregorien-en-paroisse.fr/
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load Introïbo
Domenica Quarta in Quadragesima
Digoradur

Izaia 66, 10 ha 11
Lætáre, Ierúsalem: et convéntum fácite, omnes qui dilígitis eam: gaudéte cum lætítia, qui in tristítia fuístis: ut exsultétis, et satiémini ab ubéribus consolatiónis vestræ. Salm 121,1 / Lætátus sum in his, quæ dicta sunt mihi: in domum Dómini íbimus.
Bezit laouen gant Jeruzalem! En em vodit, c’hwi holl hag he c’har! Tridit a levenez en abeg dezhi, c‘hwi holl hag hoc’h eus douget he c’hañv. S. / Na laouen on bet p’eo bet lavaret din: «Deomp da di an Aotroù !»
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Goueler ar sizhunvezh
Saints & fêtes pour la semaine du 15 au 21 Mars


