Pemzekvet Sul goude ar Sul Wenn

Sul 18 a viz Gwengolo 2022 – Misal nevez : 25vet Sul per annum

Usus Antiquior : Dominica Decima quinta post Pentecosten Pemzekvet Sul goude ar Sul Wenn

Dimanche 18 Août 2022 – nouveau missel : 25e Dimanche per annum

 

 

 

kanoù gregorian evit ar misal nevez

Misal nevez:

Aviel sant Lukaz

15, 1-32

En amzer-se-se e tostae an holl ouzh Jezuz evit e glevout.

Ma c’hrozmole ar Farizianed hag ar Skribed o lavarout: «Hennezh a zegemer ar bec’herion hag a zebr ganto !» Neuze e lavaras dezho ar barabolenn-mañ:

«Piv ac’hanoc’h, dezhañ kant dañvad, ma teu da goll unan anezho, daoust ha ne lez ket an naontek ha pevar-ugent all er gouelec’h, da vont da glask an hini kollet, ken n’en devo en adkavet? Ha p’en deus en adkavet, en e laka gant levenez war e zivskoaz, ha distroet er gêr, e c’halv e vignoned hag e amezeien, en ur lavarout dezho:  »Bezit laouen ganin, rak kavet em eus va dañvad, an hini a oa kollet ! » Me lavar deoc’h, evel-se e vo levenez en neñvoù evit ur pec’her oc’h ober pinijenn kentoc’h eget evit naontek ha pevar-ugent den reizh ha n’o deus ket ezhomm a binijenn.

« Pe c’hoazh, pehini ar vaouez hag he deus dek drakm, ma teu da goll unan, daoust ha n’enaou ket ar gouloù ha ne skub ket he zi ha ne glask ket gant evezh betek m’he devo e gavet. Ha p’he deus e gavet, e c’halv he mignonezed hag he amezegezed en ur lavarout dezho:  »Bezit laouen ganin, rak kavet em eus an drakm am boa kollet! » Evel-se, me a lavar deoc’h, e vo levenez e-touez Aeled Doue evit ur pec’her oc’h ober pinijenn.»

Lavarout a reas c’hoazh: «Un den a oa hag en devoa daou vab. An hini yaouankañ anezho a lavaras d’e dad:  »Tad, ro din al lod eus an danvez a zle degouezhout din. » Hag an tad a rannas e vadoù etrezo. Un nebeud deizioù goude, e tastumas ar mab yaouankañ e holl beadra hag ez eas kuit da bell vro; hag eno e foetas e zanvez o ren ur vuhez diroll. Pa voe dispignet pep tra gantañ, e teuas ur gernez vras war ar vro-se, hag eñ e-unan a grogas da santout dienez. Mont a reas neuze d’en em c’hoprañ gant unan eus tud ar vro, hag hemañ er c’hasas d’e barkeier da vesa moc’h. Karet en divije leuniañ e gof gant ar c’hlos a zebre ar moc’h, met den ne roe dezhañ. Neuze o tistreiñ outañ e-unan e lavaras:

 »Nag a vevelion e ti va zad o deus bara ouzhpenn o gwalc’h, ha me amañ o vervel gant an aon. Sevel a rin hag ez in da gaout va zad hag e lavarin dezhañ: Tad, pec’het em eus enep an Neñv hag enep dit. N’on ket dellezek ken da vezañ anvet da vab. Gra din evel da unan eus da vevelion. » Hag e savas da vont etrezek e dad. Pell bras c’hoazh e oa p’ en gwelas e dad o teredek, ma savas ennañ truez outañ, e lammas en e gerc’henn hag e pokas dezhañ gant karantez. Neuze e lavaras e vab dezhañ:  »Tad, pec’het em eus enep an Neñv hag enep dit, n’on ket dellezek ken da vezañ anvet da vab. » Hogen an tad a lavaras d’e vevelion:  »Degasit buan ar sae gaerañ hag he gwiskit dezhañ; lakait ur bizoù en e zorn, ha botoù en e dreid. Degasit al leue lart ha lazhit-eñ; debromp ha greomp fest, rak ar mab-mañ din a oa marv, ha setu-eñ advevet; kollet e oa ha setu-eñ adkavet. » Hag en em lakajont d’ober fest.

« Hogen ar mab henañ a oa er park; en ur zistreiñ evel ma tostae d’an ti, e klevas sonerezh ha dañsoù. Hag eñ o c’hervel unan eus ar servijerion a c’houlennas digantañ petra ‘oa kement-se. Hag hemañ a respontas dezhañ:  »Da vreur eo a zo distro, ha da dad en deus lazhet al leue lart, dre m’en deus en adkavet yac’h. » Met droug a yeas ennañ ha n’houle ket monet en ti. Neuze e teuas e dad er-maez d’en aspediñ. Met eñ a respontas d’e dad:  »Setu nouspet bloavezh m’az servijan, ha gwezh ebet n’em eus torret da c’hourc’hemennoù, met biskoazh n’ec’h eus roet din-me ur c’havrig d’ober fest gant va mignoned. Hogen kerkent ha m’eo deuet en-dro ar mab-se dit-te hag en deus debret da beadra gant merc’hed fall, e lazhez evitañ al leue lart! » An tad a lavaras dezhañ:  »Va bugel, te ‘zo dalc’hmat ganin, ha kement am eus-me a zo dit-te. Met ret e oa ober fest hag en em laouenaat, rak da vreur amañ a oa marv, hag advevet eo; kollet e oa hag adkavet eo. »»

 

 

daved al load  » Introïbo « 

 

 

 

+ Usus Antiquior

Dominica Decima quinta post Pentecosten

 

 

Digoradur

Salm 85, 1-2-3

Inclína, Dómine, aurem tuam ad me, et exáudi me : salvum fac servum tuum, Deus meus, sperántem in te: miserére mihi, Dómine, quóniam ad te clamávi tota die.+ 4 / Lætífica ánimam servi tui : quia ad te, Dómine, ánimam meam levávi.

Stouit ho skouarn, Aotrou, ha respontit din; va Doue, salvit ho servijer en em fiz ennoc’h. Ho pet truez ouzhin, Aotrou, rak davedoc’h e c’halvan a-hed an deiz / Roit levenez da ene ho servijer, rak davedoc’h Aotrou e savan va ene.


skoueradur 2021



 

 

 

*

Lecteur audi

00:0 *