Lun 1 a viz Du 2021
IN FESTO OMNIUM SANCTORUM (& In Vigilia Omnium Sanctorum )
Gouel an Hollsent (& Vijil d’an derc’hent)
Aviel
Mazhev 5, 1-12
En amzer-se, o welout an engroezioù-tud-se e savas Jezuz war ur menez,hag aet en e goazez, e tostaas outañ e ziskibion.
Neuze e stagas da gomz ha d’o c’helenn dre lavarout: «Eürus ar re a gar ar baourentez, rak dezho eo Rouantelezh an Neñvoù. Eürus ar re a ouel, rak int a vo frealzet. Eürus ar re ‘zo kuñv, rak int o devo an Douar da lod. Eürus ar re o deus naon ha sec’hed eus ar Reizhded, rak int a vo roet o gwalc’h dezho. Eürus ar re a zo trugarezus, rak int ivez a vo graet trugarez outo. Eürus ar re a zo glan a galon, rak int a welo Doue. Eürus ar re a laka ar peoc’h da ren, rak int a vo anvet bugale Doue. Eürus ar re a zo gwallgaset en abeg d’ar Reizhder, rak dezho eo Rouantelezh an Neñvoù. Bezit eürus pa vezot dismegañset, heskinet, pa vezo lavaret dre c’haou, a bep seurt droug diwar ho penn, abalamour din-me. Bezit laouen ha tridit gant levenez, rak bras e vo ho tigoll en Neñvoù.»
daved al load » Introïbo «
Digoradur
Gaudeámus omnes in Dómino, diem festum celebrántes sub honóre Sanctórum ómnium, de quorum solemnitáte gaudent Angeli et colláudant Fílium Dei.
Salm 32,1
Exsultáte, iusti, in Dómino : rectos decet collaudátio.
Bezomp laouen gant Doue o lidañ gouel an holl Sent, an Aeled a zo ivez leun a levenez hag a zo holl o kanañ meuleudi da Vab Doue
S/ Youc’hit a levenez d’an Aotrou, c’hwi an dud reizh ! D’an dud eeun e tere e veuleudi
https://archive.ccwatershed.org/media/audio/15/10/16/17-05-03_0.mp3
aud