
Disul eil a viz Du 2025 – Dominica Vigesima prima post Pentecosten – Kentañ Sul war’ n ugent goude ar Sul Wenn (misal V.2 : Kenkounadur an holl feizidi aet d’an Anaon)
Dimanche 2 Novembre 2025 – 21e Dimanche après la Pentecôte (per annum : Commémoraison de tous les fidèles)
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Aviel novus ordo
Mzh 11, 25-30
En amzer-se, Jezuz o respont hag e lavaras: «Bennozh a lavaran dit, o Tad, Aotroù an Neñv hag an douar, dre m’ec’h eus kuzhet an traoù-se ouzh ar re fur ha desket, ha m’ec’h eus o diskuliet d’ar vugaligoù. Ya, Tad, rak evel-se eo bet plijet dit. Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ebet ne anav ar Mab nemet an Tad, ha den ebet ne anav an Tad nemet ar Mab hag an neb e plij d’ar Mab en diskuliañ dezhañ.» «Deuit davedon, c’hwi holl a zo skuizh hag a bleg dindan ar samm, ha me ho tivec’hio. Kemerit warnoc’h va yev, ha deskit diganin ez on kuñv hag izelek a galon, ha diskuizh a gavot evit hoc’h eneoù. 30 Rak aes eo va yev, ha skañv eo va samm».

https://gregorien-en-paroisse.fr/
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load Introïbo
Dominica Vigesima prima post Pentecosten
Digoradur

Ester 13, 9 & 10-11.
In voluntáte tua, Dómine, univérsa sunt pósita, et non est, qui possit resístere voluntáti tuæ: tu enim fecísti ómnia, cælum et terram et univérsa, quæ cæli ámbitu continéntur: Dominus universórum tu es. Salm 118,1 Beáti immaculáti in via: qui ámbulant in lege Dómini.
Pep tra a sent ouzhoc’h, va Doue, ha den ne c’hell ne c’hell harpañ ouzhoc’h: C’hwi hoc’h eus graet pep tra, an Neñv hag an douar, ha kement a zo enno; C’hwi a zo mestr war bep tra. S/ Gwenn o bed ar re a zo pervezh o hent, ar re a gerzh gant lezenn an Aotroù.
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Goueler ar sizhunvezh
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*




