Kentañ Sul ar Basion
Sul 22 a viz Meurzh 2026 – Domenica Prima Passionis – Kentañ Sul ar Basion (novus ordo 5vet Sul ar C’horaiz)
Dimanche 22 Mars 2023 – 1er Dimanche de la Passion (5e Dimanche de Carême)
disul – Darerc’ha; Bazil Ankara; Visant Huby
dilun – Turibio de Mongrovejo; Katell a Francheville
dimeurzh – Gabriel Arc’hael; Katell Sveden; Donard
dimerc’her – Gouel Meur Kemennidigezh an Aotroù
diriaou – Sieg; Montan ha Maksim; Bazil Yaouank
digwener – Ruperzh; Ervelen; Louarn
disadorn – Gunelind; Boyan; Karneg
kavit aze ar goueler klok evit ar sizhunvezh 22-28 a viz Meurzh
Saints & fêtes pour la semaine 22 au 28 Mars
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Aviel novus ordo
Yann 11, 20-27. 33b-45
Marta eta, kerkent ha ma klevas edo Jezuz o tont, a yeas d’e ziambroug; Mari a oa chomet azezet er gêr. Ha Marta a lavaras da Jezuz: «Aotroù, ma vijes bet amañ, ne vije ket marvet va breur. Met bremañ c’hoazh ec’h ouzon e roio Doue dit holl gement a c’houlenni digantañ.» Lavarout a reas Jezuz dezhi: «Adsevel bev a raio da vreur.» Lavarout a reas Marta dezhañ: «Gouzout a ran ec’h adsavo bev en Dasorc’hidigezh, d’an deiz diwezhañ.» Jezuz a lavaras dezhi: «Me eo an Dasorc’h hag ar Vuhez; an neb a gred ennon, ha goude ma ve marv a vevo; hag an neb a vev o krediñ ennon, ne varvo ket da virviken. Ha krediñ a rez an dra-se?» «Ya, Aotroù, emezi, krediñ a ran ez eo te ar C’hrist, Mab Doue, an Hini a oa da zont er bed-mañ.» Goude lavarout an dra-se ez eas kuit hag e c’halvas Mari he c’hoar en ur lavarout dezhi e-kuzh: «Erru eo ar Mestr ha da c’hervel a ra.» Hag hi, kerkent ha klevet, a savas buan hag a zeuas betek ennañ. Rak ne oa ket deuet c’hoazh Jezuz e-barzh ar gêriadenn; edo bepred el lec’h m’he devoa Marta e ziambrouget. Neuze ar Yuzevien hag a oa ganti en ti ouzh he frealziñ, pa weljont Mari o sevel prim hag o vont er-maez, a yeas d’he heul, en ur soñjal edo o vont d’ar bez, da ouelañ eno. Mari eta, adal ma tegouezhas el lec’h m’edo Jezuz, p’ en gwelas, a gouezhas e-harz e dreid hag a lavaras dezhañ: «Aotroù, ma vijes bet amañ, ne vije ket marvet va breur.» Jezuz ouzh he gwelout o leñvañ hag ivez o leñvañ ar Yuzevien a oa deuet ganti, a skrijas en e spered, hag a voe strafuilhet e-unan. «Pelec’h, emezañ, hoc’h eus e lakaet?» – «Aotroù, a respontjont, deus ha gwel.» Ha Jezuz da ouelañ. War-se ar Yuzevien da lavarout: «Sellit na pegement er c’hare.» Met darn anezho a lavaras: «N’helle ket hemañ, hag en deus digoret daoulagad an dall, ober na vije ket marvet hemañ?» Jezuz, o skrijañ a-nevez ennañ e-unan a zeuas d’ar bez. Ur c’hev e oa anezhañ gant ur maen o stouvañ warnañ. Ha Jezuz da lavarout: «Lamit ar maen kuit.» Marta, c’hoar an hini marv, a lavaras dezhañ: «Aotroù, c’hwez fall a zo dija gantañ, rak pevare devezh eo bremañ.» Jezuz a lavaras dezhi: «Ha n’em eus ket lavaret dit e weli, ma kredez, gloar Doue?» Tennañ a rejont eta ar maen kuit. Ha Jezuz o sevel e zaoulagad war-zu an neñv, a lavaras: «Tad, bennozh a lavaran dit o vezañ m’ac’h eus va selaouet. Me avat a oar am selaouez atav, met komzet em eus en abeg d’an dud a zo en-dro din, evit ma kredint ez eo Te ac’h eus va c’haset.» Ha goude bezañ lavaret an dra-se, e huchas a vouezh kreñv: «Lazar, deus er-maez!» Ha diouzhtu e teuas er-maez an hini marv, liammet e dreid hag e zaouarn gant lietennoù hag e benn paket gant ul lienenn. Jezuz a lavaras dezho: «Diliammit-eñ hag lezit-eñ da vont.» Neuze kalz eus ar Yuzevion a oa deuet da gaout Mari, o welout ar pezh en devoa graet Jezuz, a gredas ennañ.

https://gregorien-en-paroisse.fr/
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load Introïbo
Domenica Prima Passionis
Digoradur

Salm 42,1-2
Iúdica me, Deus, et discérne causam meam de gente non sancta: ab homine iníquo et dolóso éripe me: quia tu es Deus meus et fortitúdo mea. &3 Emítte lucem tuam et veritátem tuam: ipsa me de duxérunt et adduxérunt in montem sanctum tuum et in tabernácula tua.
Barnit-me en ho reizhded, o Doue, ha difennit va breud a-enep ur bobl disleal; eus an dud gaouiat ha fallakr dieubit-me rak c’hwi, Doue, zo va goudor. + Kasit din ho sklêrijenn hag ho kwirionez, int am bleino, int am reno, betek ho menez santel, betek hoc’h Annez.
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Goueler ar sizhunvezh
Saints & fêtes pour la semaine du 22 au 28 Mars



