Yaou 25 a viz Kerzu 2025 – In Nativitate Domini – Gouel meur Ginivelezh hor Salver
Jeudi 25 Décembre 2025 – Nativité du Seigneur
*
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Aviel novus ordo
evit oferenn ar Pellgent
Lukaz 2, 15-20 (A°)
Pa voe aet an Aeled diouto war-zu an neñv, e lavaras ar vesaerien an eil d’egile: «Deomp eta betek Betlehem ha gwelomp ar pezh a zo c’hoarvezet hag a zo bet diskleriet dimp gant an Aotroù.» Hag ez ejont, mall warno, hag e kavjont Mari ha Jozef hag ar bugelig gourvezet er prezeb. O welout se ec’h anavezjont ar wirionez eus ar pezh a oa bet lavaret dezho diwar-benn ar bugel-se. Ha kement hini o c’hlevas a voe sebezet gant ar pezh a gonte ar vesaerion dezho. Mari avat, a vire an holl draoù-se hag a brederie warno en he c’halon. Neuze ez eas ar vesaerien en-dro, en ur reiñ klod ha meuleudi da Zoue, evit kement o devoa gwelet ha klevet, hervez ma oa bet lavaret dezho.

https://gregorien-en-paroisse.fr/
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load Introïbo
In Nativitate Domini
Digoradur

evit Oferenn ar Pellgent
Iz 9, 1, 5 ; Luk 1, 33 Lux fulgébit hódie super nos: quia natus est nobis Dóminus: et vocábitur Admirábilis, Deus, Princeps pacis, Pater futúri sǽculi: cuius regni non erit finis. Salm 92, 1 Dominus regnávit, decorem indutus est: indutus est Dominus fortitudinem, et præcínxit se.
Hiziv e lugerno warnomp ar gouloù, rak ganet eo bet evidomp an Aotroù, hag anvet eo: Burzhudus, Doue, Priñs ar Peoc’h, Tad an amzer da zont, hag e rouantelezh ne devo dibenn ebet dezhi. / An Aotroù a ren! Gwisket eo a veurdez, gwisket a nerzh eo an Aotroùha gourizet gantañ.
Licht leuchtet heut’ über uns; denn geboren ist uns der Herr. Sein Name ist: der Wunderbare, Gott, Friedensfürst, Vater der Zukunft. Sein Königtum nimmt nie ein Ende. / Der Herr ist König, mit Hoheit hat Er Sich umhüllt; dem Herrn dient Heldenkraft als Kleid und Gurt.
La lumière va resplendir aujourd’hui sur nous: car le Seigneur nous est né: et on l’appellera l’Admirable, le Dieu fort, prince de la paix, Père du siècle à venir : car son règne n’aura pas de fin. / Le Seigneur est roi, il est revêtu de gloire: le Seigneur est revêtu de force, il s’arme de puissance.
ton ambroziek
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*





