Gouel meur an Holl Sent

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2020/12/81cfd0670888a63c924612f1b2a28973.jpg

 

Sadorn 1añ a viz Du 2025IN FESTO OMNIUM SANCTORUM – Gouel meur an Holl Sent

Samedi 1er Novembre 2025 Solennité de la Toussaint

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+* 

Aviel novus ordo

Mazhev* 5, 1-12a

En amzer-se, o welout an engroezioù-tud-se e savas Jezuz war ur menez, hag aet en e goazez, e tostaas outañ e ziskibion. Neuze e stagas da gomz ha d’o c’helenn dre lavarout: «Eürus ar re a gar ar baourentez, rak dezho eo Rouantelezh an Neñvoù. Eürus ar re a ouel, rak int a vo frealzet. Eürus ar re ‘zo kuñv, rak int o devo an Douar da lod. Eürus ar re o deus naon ha sec’hed eus ar Reizhded, rak int a vo roet o gwalc’h dezho. Eürus ar re a zo trugarezus, rak int ivez a vo graet trugarez outo. Eürus ar re a zo glan a galon, rak int a welo Doue. Eürus ar re a laka ar peoc’h da ren, rak int a vo anvet bugale Doue. Eürus ar re a zo gwallgaset en abeg d’ar Reizhder, rak dezho eo Rouantelezh an Neñvoù. Bezit eürus pa vezot dismegañset, heskinet, pa vezo lavaret dre c’haou, a bep seurt droug diwar ho penn, abalamour din-me. Bezit laouen ha tridit gant levenez, rak bras e vo ho tigoll en Neñvoù».

 

Img In CantateDomino 5P

pezhioù gregorian novus ordo:

https://gregorien-en-paroisse.fr/

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*

Oferenn eus an Usus Antiquor

kv al load Introïbo

 

In Festo Omnium Sanctorum

Digoradur

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2020/12/81cfd0670888a63c924612f1b2a28973.jpg

 

Gaudeámus omnes in Dómino, diem festum celebrántes sub honóre Sanctórum ómnium, de quorum solemnitáte gaudent Angeli et colláudant Fílium Dei.

+Salm 32,1 Exsultáte, iusti, in Dómino: rectos decet collaudátio.

Bezomp laouen gant Doue o lidañ gouel an holl Sent, an Aeled a zo ivez leun a levenez hag a zo holl o kanañ meuleudi da Vab Doue.

/ Youc’hit a levenez d’an Aotroù, c’hwi an dud reizh! D’an dud eeun e tere e veuleudi.

 

 

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*

 

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*