In Purificatione beatae Mariae Virginis
Sul 2 a viz C’hwevrer 2025 – In Purificatione beatae Mariae Virginis / Gouel Hon Salver kinniget en Templ
Dimanche 2 Février 2025 – Purification de la Sainte Vierge Marie
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Lukaz* 2, 22-40
A-benn an deizioù merket evit ar c’hlanidigezh, hervez Lezenn Voizez, e kasas Mari ha Jozef ar bugel da Jeruzalem, da vezañ kinniget d’an Aotroù, evel ma ‘z eo skrivet e Lezenn an Aotroù: «Pep mab kentañ-ganet a vo gouestlet d’an Aotroù», ha da reiñ ur prof, hervez ma ‘z eo lavaret e Lezenn an Aotroù: «Ur re durzhunelled, pe ziv goulm yaouank.» Ha bez’ e oa e Jeruzalem un den, e anv Simeon; hag an den-se a oa reizh hag a zoujañs Doue, hag a c’hortoze frealzidigezh Israel; hag ar Spered Santel a oa gantañ. Diskleriet e oa bet dezhañ gant ar Spered Santel ne welje ket ar marv, a-raok dezhañ gwelout Krist an Aotroù. Lusket gant ar Spered, e teuas d’an Templ, ha pa voe degaset ar bugel Jezuz gant e gerent evit ober diouzh kustumoù al Lezenn en e geñver, er c’hemeras etre e zivrec’h hag e vennigas Doue en ur lavarout: «Bremañ, o Mestr, lezit ho servijer, hervez ho komz, da dremen e peoc’h; Rak gwelet o deus va daoulagad ho silvidigezh, an hini hoc’h eus aozet dirak an holl bobloù, Gouloù da sklêrijennañ ar broadoù ha gloar evit ho pobl Israel.» E dad hag e vamm a estlamme ouzh ar pezh a lavared diwar e benn. Ha Simeon o bennigas hag a lavaras da Vari, e vamm: «Gwel ! Hemañ a zo lakaet da vezañ diskar hag adsav evit kalz en Israel, ha da vezañ un arouez a enebiezh, ha te a vo treuzet da ene gant ar c’hleze, ma vo diskuliet mennozhioù kalz a galonoù.» Hag e oa ivez un diouganerez, Anna, merc’h Fanouel, eus meuriad Aser. Erru e oa kozh-bras. Goude he eured he devoa bevet seizh vloaz gant he gwaz. Ha neuze chomet intañvez hag erru en oad a bevar-ugent vloaz, ne dec’he ket diouzh an Templ, o servijañ Doue noz-deiz, gant yun ha pedenn. O tegouezhout d’an ampoent, e stagas da veuliñ Doue ha da gomz eus ar bugel ouzh kement hini a c’hortoze dieubidigezh Jeruzalem. Ha goude bezañ sevenet pep tra, hervez Lezenn an Aotroù, e tistrojont da C’halilea, da Nazared, o c’hêr. Ar bugel a greske hag a greñvae, leun a furnez, ha gras Doue a oa warnañ.
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load « Introïbo «
+ Usus Antiquior
In Purificatione beatae Mariae Virginis
Digoradur
Salm 47, 10-11.
Suscépimus, Deus, misericórdiam tuam in médio templi tui : secúndum nomen tuum, Deus, ita et laus tua in fines terræ: iustítia plena est déxtera tua.
Ho trugarez, Aotroù, a eñvoromp en-dro e diabarzh ho neved. Evel hoc’h anv, o Doue, ho meuleudi d’en em astenn betek harzoù an douar.
+ gwerzad 2– Magnus Dóminus, et laudábilis nimis : in civitáte Dei nostri, in monte sancto eius.
C’hwi, pobloù holl, stlakit ho taouarn, meulit Doue gant youc’hadegoù a levenez !
*