Sul 30 a viz Here 2022 – misal nevez 31 Sul per annum bl.K / Usus Antiquior: Dominica ultima octobris In Festo Domini Nostri Iesu Christi Universorum Regis Gouel hon Aotroù Jezuz Krist Roue an Hollved
Dimanche 30 octobre 2022 – nouveau missel 31e Dimanche du temps ordinaire année C / Usus antiquior Le dernier Dimanche d’octobre fête de N. S. JÉSUS-CHRIST ROI
kanoù gregorian evit ar misal nevez
Missal nevez
Lukaz 18, 1-8
En amzer-se e lavare Jezuz d’e ziskibion ur barabolenn diwar-benn ar ret ma ‘z eo pediñ dalc’hmat hep laoskaat: «En ur gêr bennak, emezañ, e oa ur barner ha na zouje ket Doue, ha n’en devoa douj ebet evit an den.
Hag er gêr-se ivez e oa un intañvez a zeue d’e gaout en ur lavarout dezhañ: »Ro va gwir din enep va enebour. »Hag e-pad pell, ne fellas ket dezhañ.
Met a-benn an dibenn, e lavaras ennañ e-unan:
« Ha goude na zoujan ket Doue ha n’em eus douj ebet evit den, koulskoude, dre ma ‘z eo un torr-penn an intañvez-se, e roin he gwir dezhi, gant aon na zalc’hfe da zont hep dibenn ebet d’ober trouz din. »
Hag an Aotrou a lavaras: «Klevit ar pezh a lavar ar barner disleal-se. Ha Doue ne roje ket o gwir d’e dud dibabet pa c’harmont etrezek ennañ, noz-deiz, hag a chomfe o taleañ en o c’heñver?
Me a lavar deoc’h, e roio prim o gwir dezho. Hogen pa zeuy Mab an Den, daoust hag e kavo feiz war an douar?»
daved al load Introïbo
Usus Antiquior
Gouel hon Aotroù Jezuz Krist Roue an Hollved
Digoradur
Diskuliadur 5, 12 ; 1, 6
Dignus est Agnus, qui occísus est, accípere virtútem, et divinitátem, et sapiéntiam, et fortitúdinem, et honórem. Ipsi glória et impérium in sǽcula sæculórum. +Salm 71,1 Deus, iudícium tuum Regi da: et iustítiam tuam Fílio Regis.
Dellezek eo an Oan bet lazhet, da resev ar galloud, ar binvidigezh, ar furnez, an nerzh, an enor, ar c’hloar, ar veuleudi ! Dezhañ ar c’hlod hag ar galloud evit kantvedoù ar c’hantvedoù! / O Doue, roit d’ar Roue ho parnedigezh, hag ho reizhded da vab ar Roue.