Gouel hon Aotroù Jezuz Krist Roue an Hollved (novus ordo: 30vet per annum)

Sul 27 a viz Here 2024Usus Antiquior: In Festo Domini Nostri Iesu Christi Universorum Regis – Gouel hon Aotroù Jezuz Krist Roue an Hollved (novus ordo/ 30vet per annum)

Dimanche 27 Octobre 2024 Usus Antiquior: N. S. Jésus-Christ Roi (Novus ordo: 30e Dim. per annum)

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*

Aviel ar misal nevez, gant pezhioù gregorian

Mark * 10, 46-52 En amzer-se e tegouezhas Jezuz e Yeriko. Hag evel m’edo o vont er-maez eus kêr, a-unan gant e ziskibion hag ur bobl a dud, bras a-walc’h, edo Bartime, mab Time, ur c’hlasker-bara dall, en e goazez, war ribl an hent. Pa glevas e oa Jezuz an Nazaredad, e stagas da youc’hal: «Mab David, Jezuz, az pez truez ouzhin!» Meur a hini a groze outañ evit ma tavje, hogen kreñvoc’h a-se e youc’he: «Mab David, az pez truez ouzhin!» Ha Jezuz da chom a-sav ha da lavarout: «Galvit-eñ.» Gervel a reont an den dall en ur lavarout dezhañ: «Kemer kalon! Sav! Da c’hervel a ra». Hag eñ da deurel e vantell diwarnañ, hag en ul lamm da vont da gaout Jezuz. Ha Jezuz a c’houlennas outañ: «Petra ‘fell dit e rafen evidout?» «Rabbouni, eme an den dall, ma welin!» Ha Jezuz a lavaras dezhañ: «Kae! da feiz he deus da salvet». Ha raktal e welas hag e heulie Jezuz war an hent.

 

 

Oferenn eus an Usus Antiquor

kv al load « Introïbo « 

+ Usus Antiquior

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2023/10/Gouel-hon-Aotrou-Roue.png

In Festo Domini Nostri Iesu Christi Universorum Regis

 

 

Digoradur

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2020/12/81cfd0670888a63c924612f1b2a28973.jpg

 

Diskuliadur 5, 12 ; 1, 6. Dignus est Agnus, qui occísus est, accípere virtútem, et divinitátem, et sapiéntiam, et fortitúdinem, et honórem. Ipsi glória et impérium in sǽcula sæculórum. +Salm 71,1 Deus, iudícium tuum Regi da: et iustítiam tuam Fílio Regis.

Dellezek eo an Oan bet lazhet, da resev ar galloud, ar binvidigezh, ar furnez, an nerzh, an enor, ar c’hloar, ar veuleudi ! Dezhañ ar c’hlod hag ar galloud evit kantvedoù ar c’hantvedoù! / O Doue, roit d’ar Roue ho parnedigezh, hag ho reizhded da vab ar Roue.

 

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2022/10/dignus_est_agnus.gif

 

 

http://marikavel.org/documents/buhez-ar-zent/baz-727.htm