Sul 7 a viz Kerzu 2025 – Dominica Secunda Adventus – Eil Sul an Azvent
Sant Ambroaz & santez Azenor
dilun – Gouel ar Werc’hez Vari Krouet Dinamm
dimeurzh – sant Buzeg (Budog), arc’heskob en abati Dol
dimerc’her – Treuzlec’h Ti Santel Loreto pe Gouel Itron-Varia Loretta
digwener – sant Kaourintin, paeron Kernev & sant Finian « Kelenner sent Iwerzhon »
disadorn – sant Yuzeg pe Judog
+Dimanche 7 Décembre 2025 – 2e Dimanche de l’Avent
Saints & fêtes 7-13 Décembre 25
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Aviel novus ordo
Mazhev
3, 1-12 (A°)
Hogen en deizioù-se en em ziskouezas Yann Vadezour oc’h embann e gouelec’h Youdea ar c’homzoù-mañ: «Grit pinijenn, rak tost emañ Rouantelezh an Neñvoù.» Hennezh eo an hini kemennet gant Izaia pa lavar: «Ur vouezh o hopal er gouelec’h: Kempennit hent an Aotroù, kompezit e wenodennoù.» Ha Yann a zouge ur vantell graet gant reun kañval hag ur gwiskamant-lêr en-dro d’e zargreiz; e voued a oa kilheien-raden ha mel gouez. Neuze e teuas d’e gaout tud Jeruzalem hag an holl dud eus Youdea hag eus bro ar Yordan, ha badezet e vezent gantañ e dour ar stêr Yordan en ur anzav o fec’hedoù. O welout e teue kalz Farizianed ha kalz Sadukeidi d’e vadeziant, e lavaras dezho: «Gorad naered, piv en deus desket deoc’h tec’hout dirak ar gounnar o tont? Grit eta pinijenn wirion, unan a zougo frouezh. N’it ket da lavarout ennoc’h hoc’h-unan: ‘Hon Tad eo Abraham.’ Rak me ‘lavar deoc’h e c’hell Doue eus ar vein-mañ sevel bugale da Abraham. A-vremañ emañ ar vouc’hal ouzh gwrizioù ar gwez; ha kement gwezenn na daol ket frouezh mat, a vezo troc’het ha stlapet en tan. Me avat, me ho padez en dour e sell eus ar binijenn; met an hini a zeu war va lerc’h a zo galloudusoc’h egedon ha n’on ket dellezek da dennañ dezhañ e sandalennoù, eñ ho padezo er Spered Santel hag en tan. En e zorn emañ ar bal-wenterez evit naetaat e leuriad ha serriñ e winizh en e solier; ar pell avat, o deviñ a raio en un tan na varv ket.

https://gregorien-en-paroisse.fr/
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load Introïbo
Dominica Secunda Adventus
Digoradur

Izaia 30,30
Pópulus Sion, ecce, Dóminus véniet ad salvándas gentes : et audítam fáciet Dóminus glóriam vocis suæ in lætítia cordis vestri. +Salm 79, 2 Qui regis Israël, inténde : qui dedúcis, velut ovem, Ioseph.
Pobl Sion, setu m’emañ erru an Aotroù Doue da salviñ an broadoù. Lakaat a raio e vouezh veurdezus da vezañ klevet hag e trido ho kalonoù gant al levenez. S/ Mesaer Israel, selaouit, c’hwi hag a ren bugale Yozef evel un tropell-deñved.
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*




