Sul 25 a viz Gwengolo 2022 – Misal nevez : 25et Sul per annum
Usus Antiquior : Dominica Decima sexta post Pentecosten
- C’hwezekvet Sul goude ar Sul Wenn
Dimanche 25 Septembre 2022 – nouveau missel : 25e Dimanche per annum – Usus antiquior : 16ème Dimanche après la Pentecôte
kanoù gregorian evit ar misal nevez
Misal nevez:
Aviel sant Lukaz
16, 1-13
En amzer-se e lavare Jezuz d’e ziskibion: «Un den pinvidik a oa en devoa ur merour; hag hemañ a voe tamallet dirazañ da vezañ o foranañ e vadoù. En gervel a reas da lavarout dezhañ: »Petra eo se a glevan diwar da benn? Daskor kont eus da vererezh, rak hiviziken n’helli mui bezañ va merour. » Ma lavaras ar merour outañ e-unan: »Petra ‘rin, peogwir e lam va mestr va c’harg a verour diganin? Palat douar? N’em eus ket nerzh a-walc’h. Goulenn an aluzon? Mezh am befe. Gout a ouzon petra ‘m eus d’ober, evit ma vo tud ouzh va degemerout en o ziez, pa vin bet lakaet er-maez eus va c’harg. » Hag o vezañ galvet, hini hag hini holl dleourion e aotroù, e lavaras d’ar c’hentañ: »Pegement a zleez d’am mestr? » Hemañ da respont: »Kant barilhad eoul! » – Kemer da baper, eme ar merour dezhañ, azez buan ha skriv hanter-kant. Neuze e lavaras d’un all: »Ha te, pegement a zleez? » – »Kant muzuliad gwinizh », emezañ – Kemer da baper, eme ar merour dezhañ, ha skriv pevar-ugent. Hag ar mestr a veulas ar merour disleal-se, dre ma oa en em renet gant poell.
Rak poellekoc’h eo bugale ar bed-mañ en o darempredoù gant ar re all eget bugale ar sklêrijenn. Me lavar deoc’h, grit mignoned deoc’h gant an arc’hant a zizonestiz, evit ma c’hellot, pa zeuio da vankout, bezañ degemeret ganto en teltennoù peurbadel. An hini a vez feal en traoù disterañ a vez feal ivez en traoù brasañ; hag an hini dizonest en traoù disterañ a vez dizonest ivez en traoù brasañ. Mar n’oc’h ket bet feal gant an arc’hant a zizonestiz, piv a fizio ennoc’h ar gwir binvidigezh? Ha mar n’oc’h ket bet feal gant madoù na oant ket deoc’h, piv a roio deoc’h ar pezh a zo deoc’h-c’hwi?
Servijer ebet ne c’hell servijañ daou vestr: pe en devo kasoni ouzh unan ha karantez ouzh egile, pe ec’h en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. N’hellit ket servijañ Doue hag an Arc’hant.»
daved al load « Introïbo «
+ Usus Antiquior
Dominica Decima sexta post Pentecosten
Digoradur
Salm 85, 3-5
Miserére mihi, Dómine, quóniam ad te clamávi tota die: quia tu, Dómine, suávis ac mitis es, et copiósus in misericórdia ómnibus invocántibus te.+ 1 / Inclína, Dómine, aurem tuam mihi, et exáudi me: quóniam inops, et pauper sum ego.
Ho pet truez ouzhin, Aotrou, rak davedoc’h e c’halvan a-hed an deiz. Rak c’hwi, Aotrou, a zo mat ha pardonus, ha leun a drugarez evit kement hini ho kalv. / Stouit ho skouarn, Aotrou, ha respontit din, rak un den paour ha reuzeudik on-me.
*
Lecteur audi