* IN PRÆSENTATIONE B. M. V. *
Ar Werc’hez Vari kinniget en Templ
Digoradur
Salve, sancta Parens, eníxa puérpera Regem : qui cælum terrámque regit in sǽcula sæculórum.
Salm 44,2 / Eructávit cor meum verbum bonum : dico ego ópera mea Regi.
nor deoc’h, Mamm Santel. Ganeoc’h eo bet engehentet ar Roue a zo mestr an Neñv hag an douar a holl viskoazh
S. / Birvilhañ a ra va c’halon gant komzoù kaer,
va barzhoneg a ginnigan d’ar Roue.
*
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Lennadenn
eus Sirac’h 9
-raok ar c’hantvedoù, a-dal ar penn kentañ en deus va c’hrouet
Ha da holl viken e chomin da vezañ.
En e deltenn santel, dirazañ, em eus graet va gwaziadezh
Hag evel-se, e Sion, em eus en em ziazezet;
Er gêr muiañ-karet en deus va lakaet da ziskuizhañ,
E Jeruzalem em eus va galloudegezh.
Sanket em eus va gwrizioù en ur bobl a c’hloar,
E domani an Aotrou, en e lod-hêrezh,
O chom emaon e kreiz bodadeg ar sent.