Sul 23 a viz Mae 2021
Ar Sul Gwenn
Dimanche 23 Mai 2021
Solennité de la Pentecôte
daved al load « Grégorien en paroisse«
Stumm ordinal (bloavezh B):
eus an Aviel santel hervez sant Yann 15, 26-27. 16, 12-15
r Spered a wirionez ho kaso d’ar wirionez a-bezh.
En amzer-se, e lavaras Jezuz d’e ziskibion: «Pa zeuio ar Frealzer a gasin-me deoc’h a-berzh va Zad, ar Spered a wirionez a zeu eus an Tad, e roio testeni diwar va fenn;
ha c’hwi ivez a zougo testeni, rak adalek ar penn kentañ emaoc’h ganin.
Kalz a draoù am eus c’hoazh da lavarout deoc’h, met n’hellit ket o dougen bremañ.
Pa vo deuet hennezh avat, ar Spered a wirionez, ho heñcho da gaout an holl wirionez;
rak ne gomzo ket dioutañ e-unan, met kement a glev a lavaro, hag e tisklerio deoc’h an traoù da zont.
Hennezh a roio gloar din, rak kemer a raio eus ar pezh a zo din evit en diskleriañ deoc’h.
Holl gement a zo d’an Tad a zo din; setu perak em eus lavaret e kemero eus ar pezh a zo din evit e reiñ deoc’h da anavezout.»
daved al load » Introïbo «
ominica Pentecostes
Digoradur
Levr ar Furnez 1,7.
Spíritus Dómini replévit orbem terrárum, allelúia :
et hoc quod cóntinet ómnia, sciéntiam habet vocis, allelúia, allelúia, allelúia.
Spered an Aotrou a leugn an hollved,
Ha peogwir emañ o terc’hel pep tra unvanet,
ec’h anav kement a vez lavaret.
Salm 67,2 / Exsúrgat Deus, et dissipéntur inimíci eius :
et fúgiant, qui odérunt eum, a fácie eius.
Doue da sevel, ha setu stlabezet e enebourion;
tec’hout a ra a-zirak e zremm ar re o deus kasoni outañ.
Evit kanañ an digoradur (Introït):
Kantik
O deuit Spered Santel
War un ton hengounel a Vro-Wened, ur c’hantik bet savet gant an Tad Meriadeg Herieu e gwenedeg,
kresket ha lakaet e peurunvan gant Tiegezh Santez Anna.
Diskan
Er c’halonoù fidel,
Dalc’hit bev-mat enne,
Tan-flamm ho karante(z).
-1-
Doue, dre ar bed-holl, degasit ho Spered,
Drezañ strewit buhez, grit pep tra a-nevez !
Evel d’an Ebestel, aonik ha diouiziek,
Roit d’an holl gristenion sklaerded ha nerzh-kalon !
-3-
Grit ma vezimp gredus, da skignañ Komz Jezuz,
‘Vit kas laouen an holl, war hent ar wirionez !
-4-
Hepdoc’h, Komzoù Jezuz, ennomp a chom difrouezh
Emzivaded ez omp, dic’houest d’embann ar Feiz !
-5-
Mari, hor Mamm Santel, pried glan ar Spered,
Erbedit evidomp, tan-flamm ar Garitez !