ar Sul eus eizhvetez Kalon Santel Meurbet Jezuz (novus ordo: 10vet sul per annum)

 

 

Sul 9 a viz Mezheven 2024Dominica infra Oct. Sanctissimi Cordis Iesuar Sul eus eizhvetez Kalon Santel Meurbet Jezuz (novus ordo: 10vet sul per annum)

Dimanche 9 Juin 2024 Usus Antiquior: Dimanche dans l’Octave du Sacré-Coeur (3e Dimanche après la Pentecôte; Novus ordo: 10e Dim. per annum)

 

Img In CantateDomino 5P

Aviel ha pezhioù gregorian evit ar sul-mañ eus ar misal nevez:

https://gregorien-en-paroisse.fr/

s. Mark 3, 20-35

En amzer-se e tistroas Jezuz d’ar gêr, hag an engroez en em vodas adarre, ken ma n’hellent ket zoken debriñ o boued. Ha klevet se gant tud e gerentiezh, e teuas ar re-mañ evit kregiñ ennañ, rak lavarout a raent: «Aet eo e skiant vat digantañ.» Ar Skribed hag a oa diskennet eus Jeruzalem a lavare ivez: «Beelzeboul a zo ennañ; dre bennrener an drouksperedoù eo ec’h argas an drouksperedoù!» Goude bezañ o galvet, Jezuz a lavaras dezho dre barabolennoù: «Penaos e c’hell Satan argas Satan? Mar bez ur rouantelezh rannet a-enep dezhi he-unan, ne c’hell ket ar rouantelezh-se padout; ha mar bez rannet un ti a-enep dezhañ e-unan, ne c’hell ket an ti-se chom en e sav. Neuze mard eo savet Satan a-enep dezhañ e-unan, ha mard eo en em rannet, n’eo ket evit padout; echu eo gantañ. Hogen ne c’hell nikun mont e-barzh ti un den kreñv ha skrapañ e draoù nemet en defe da gentañ ereet an den kreñv-se; neuze hepken e c’hell preizhañ madoù e di. E gwirionez, me lavar deoc’h, distaolet e vo pep tra da vugale an dud, o fec’hedoù hag an holl gomzoù disakr bet lavaret ganto, hogen piv bennak en devo pec’het en e gomzoù enep ar Spered Santel, hennezh n’en devo biken pardon ebet : kablus eo eus ur pec’hed peurbadel.» Rak lavarout a raent: «Ur spered hudur a zo ennañ.» Degouezhout a reas e vamm hag e vreudeur; ha chomet er-maez e rejont e c’hervel. Ur bobl a dud a oa en o c’hoazez en-dro dezhañ, pa zeujod da lavarout dezhañ: «Setu da vamm, da vreudeur ha da c’hoarezed a zo er-maez ouzh da glask.» Hag eñ da respont dezho: «Piv eo va mamm, ha piv eo va breudeur?» Hag o teurel ur sell-tro ouzh ar re a oa azezet war gelc’h en-dro dezhañ e lavaras : «Setu va mamm ha va breudeur! An neb a ra mennantez Doue, hennezh a zo breur din, ha c’hoar ha mamm.»

 

Oferenn eus an Usus Antiquor

kv al load «  Introïbo « 

 

+ Usus Antiquior

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2021/06/Sul-eus-Eizhvetez-Kalon-Sakr-Meurbet-Jezuz.png

Dominica infra Oct. Sanctissimi Cordis Iesu

 

Digoradur

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2020/12/81cfd0670888a63c924612f1b2a28973.jpg

 

Réspice in me et miserére mei, Dómine: quóniam únicus et pauper sum ego: vide humilitátem meam et labórem meum: et dimítte ómnia peccáta mea, Deus meus.

Troit davedon, ho pet truez ouzhin, dre ma’z on va-unan-penn ha reuzeudik.

Gwelit va reuzeudigezh ha va zrevell ha pardonit din, va Doue, va holl bec’hedoù.

+ 1-2 / Ad te, Dómine, levávi ánimam meam: Deus meus, in te confído, non erubéscam.

Etrezek ennoc’h, Aotrou, e savan va ene, va Doue, ennoc’h e fizian. Grit n’am bo ket a vezh.

 

 

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2021/06/Respice-in-me.png

 

ur

audio