Sul 29 a viz Kerzu 2024 Dominica infra Octavam Nativitatis – Ar Sul eus Eizhvetez ar C’Hinivelezh
Dimanche 29 Décembre 2024 – Dimanche dans l’Octave de la Nativité ; Novus O.: Ste Famille
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Aviel ar misal nevez, gant pezhioù gregorian
Lukaz *2, 41-52
Bep bloaz ez ae e gerent da Jeruzalem da-geñver gouel Pask. Pa voe deuet d’e zaouzek vloaz, e savas da Jeruzalem, hervez ma vez graet evit ar Gouel. Met war-lerc’h an deizioù-gouel evel ma tistroent d’ar gêr e chomas ar bugel Jezuz e Jeruzalem, hep gouzout d’e dud. O krediñ edo gant o c’henveajourion, e rejont un devezh-kerzhed, ha neuze d’e glask e-mesk o c’herentiezh ha tud o anaoudegezh. Ha pa n’e gavent ket, e tistrojont da Jeruzalem, bepred ouzh e glask. A-benn tri devezh er c’havjont en Templ, azezet e-touez an Doktored, ouzh o selaou, hag oc’h ober goulennoù outo. Ha sebezet e chome kement hini e gleve, gant e skiant hag e respontoù. Ouzh e welout e vanjont fromet hag e vamm a lavaras dezhañ: «Va bugel, perak ec’h eus graet evel-se dimp? Sell -ta! Da dad ha me a oa ouzh da glask ankeniet-bras.» Hag e respontas dezho : «Perak eta am c’hlaskec’h? N’ouzit ket em eus da vezañ gant traoù va Zad?» Met int ne gomprenjont ket ar gomz a lavare dezho.
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load « Introïbo «
+ Usus Antiquior
Dominica infra Octavam Nativitatis
Digoradur
Furnez 18, 14-15.
Dum médium siléntium tenérent ómnia, et nox in suo cursu médium iter háberet, omnípotens Sermo tuus, Dómine, de cælis a regálibus sédibus venit. +Salm 92,1 Dóminus regnávit, decórem indútus est : indútus est Dóminus fortitúdinem, et præcínxit se.
E-pad ma oa goloet pep tra gant ur sioulder don
Ha m’en em gave an noz e-kreiz he redadenn herrus,
E kemeras da lavar hollc’halloudek
E lañs eus lein an neñvoù, eus an tron roueel;
S/ An Aotrou a ren ! Gwisket eo a veurdez ;
gwisket a nerzh eo an Aotrou ha gourizet gantañ.