Ar Seizhvet Sul goude ar Sul-Gwenn, pe: pemzekvet Sul per annum

Sul 16 a viz Gouere 2023misal nevez : pemzekvet Sul per annum / Usus Antiquior: Dominica Septima post Pentecostenar Seizhvet Sul goude ar Sul-Gwenn

Dimanche 16 Juillet 2023 – 15e Dimanche per annum / 7e Dimanche après la Pentecôte

 

 

 

*Misal nevez: kanoù gregorian

Aviel sant Mazhev

13, 1-9
En devezh-se ez eas Jezuz er-maez eus an ti hag ec’h azezas war ribl ar mor. Un engroez bras a dud en em zastumas en-dro dezhañ, ma pignas en ur vag ha ma azezas enni, tra ma chome an dud war an aod. Hag e komzas outo eus kalz traoù dre barabolennoù. Hag e lavare: «Setu ma ‘z eas an hader er-maez da hadañ. Hag e-pad m’edo oc’h hadañ, e kouezhas lod eus ar greun a-hed an hent, ha laboused an neñv a zeuas hag o debras. Greun all a gouezhas en ul lec’h meinek n’o devoa ket eno kalz a zouar; kerkent e tiwanjont dre ne oa ket a zonder douar; met pa savas an heol e voent suilhet, hag evel n’o devoa ket gwrizioù e tisec’hjont. Greun all a gouezhas e-mesk an drein; met an drein a savas hag o mougas. Reoù all a gouezhas en douar mat, hag e rojont frouezh, unan kant evit unan, un all tri-ugent, un all tregont. Ra glevo an neb en deus divskouarn.»

 

*Misal kozh « Introïbo« 

 

+ Usus antiquor

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2021/07/SeizhvetSul.goudeSulG.png

Dominica Sexta Pentecosten

 

Digoradur

Salm 46.2

Omnes gentes, pláudite mánibus: iubiláte Deo in voce exsultatiónis.+ 3 / Quóniam Dóminus excélsus, terríbilis: Rex magnus super omnem terram.

C’hwi, pobloù holl, stlakit ho taouarn, meulit Doue gant youc’hadegoù a levenez!

Rak spouronus eo an Aotrou, an Uhel-meurbet, ar Roue-meur war an douar a-bezh.

 

 

 

Miz Gouere, Miz Santez Anna e Breizh! Evel bep bloaz e

kinnigomp deoc’h prantadoù pediñ e Lann-Anna hag hon devezh pardon d’ar 23.

Deuit da bediñ evit Breizh, en en unanit ouzh pedenn ar vreuriezh annezel.

Ha kendalc’homp da bleustriñ an hent santel bet boulc’het gant sent hor bro !

Miz Santez Anna: kouviadenn 2023

*

Mois de Juillet, Mois de Sainte Anne!

 

*