Ar pevare Sul goude ar Sul Gwenn / Daouzekvet Sul per annum

Sul 25 a viz Mezheven 2023misal nevez : Daouzekvet Sul an amzer ordinal / Usus Antiquior: Dominica Quarta post Pentecosten – Ar pevare Sul goude ar Sul Gwenn

Dimanche 11 Juin 2023 – nouveau missel: 12e Dimanche du temps ordinaire  / 4e Dimanche après la Pentecôte

 

 

 

*Misal nevez: kanoù gregorian

Aviel sant Mazhev

10, 26-33

Jezuz a lavare d’an daouzek Abostol : 26 N’ho pet ket aon eta rak ar re-se; rak n’eus netra goloet na vo ket dizoloet, netra kuzhet na vo ket gouezet. Ar pezh a lavaran deoc’h en deñvalijenn, lavarit-eñ er sklêrijenn; ar pezh a glevit e pleg ho skouarn, embannit-eñ war leur an toennoù. N’ho pet ket aon rak ar re a c’hell lazhañ ho korf, met n’hellont ket lazhañ an ene; ho pet aon kentoc’h rak an Hini a c’hell koll er gehenn ar c’horf hag an ene. Daoust ha daou c’holvan ne vezont ket gwerzhet ur gwenneg? Ha n’eus hini anezho koulskoude a gouezhfe war an douar hep aotre ho Tad. Evidoc’h avat, blev ho penn zoken a zo bet kontet holl. N’ho pet ket aon eta; talvezout a rit-c’hwi muioc’h eget ur bern golveni. «Kement hini eta en devo va anzavet dirak an dud, a vo anzavet ivez ganin dirak va Zad a zo en neñvoù. Met an neb am dianzavo dirak an dud, a vo dianzavet ivez ganin dirak va Zad a zo en neñvoù.

 

*Misal kozh « Introïbo« 

 

+ Usus antiquor

Dominica Quarta post Pentecosten

 

 

Digoradur

Salm 26, 1-2

Dóminus illuminátio mea et salus mea, quem timebo ? Dóminus defénsor vitæ meæ, a quo trepidábo ? qui tríbulant me inimíci mei, ipsi infirmáti sunt, et cecidérunt.+ 3 / Ad te, Dómine, levávi ánimam meam: Deus meus, in te confído, non erubéscam.

Va sklêrijenn ha va silvidigezh eo an Aotrou, piv am lakafe da spontañ? Nerzh va buhez eo an Aotrou, piv am lakafe da grenañ? Pa sav ar re fallakr a-enep din, evit va lonkañ en-bev, va enebourion ha va heskinerion eo int-i ar re a vrañsell hag a gouezh. Ha pa vefe ul lu staliet a-dal din, e vano dizaon va c’halon.

 

 

 

 

*

*