Sul 21 a viz Gwengolo 2025 – Dominica Decima quinta post Pentecosten– ar Pemzekvet Sul goude ar Sul-Gwenn (novus ordo 25vet Sul). Santez Vazhev, abostol
15e Dimanche après la Pentecôte (Novus ordo: 25e Dim. per annum). Saint Mathieu, apôtre
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Aviel novus ordo
Lukaz *1-10
En amzer-se e lavare Jezuz d’e ziskibion: «Un den pinvidik a oa en devoa ur merour; hag hemañ a voe tamallet dirazañ da vezañ o foranañ e vadoù. En gervel a reas da lavarout dezhañ: »Petra eo se a glevan diwar da benn? Daskor kont eus da vererezh, rak hiviziken n’helli mui bezañ va merour ». Ma lavaras ar merour outañ e-unan: »Petra ‘rin, peogwir e lam va mestr va c’harg a verour diganin? Palat douar? N’em eus ket nerzh a-walc’h. Goulenn an aluzon? Mezh am befe. Gout a ouzon petra ‘m eus d’ober, evit ma vo tud ouzh va degemerout en o ziez, pa vin bet lakaet er-maez eus va c’harg ». Hag o vezañ galvet, hini hag hini holl dleourien e aotroù, e lavaras d’ar c’hentañ: »Pegement a zleez d’am mestr? » Hemañ da respont: »Kant barilhad eoul ! » – Kemer da baper, eme ar merour dezhañ, azez buan ha skriv hanter-kant. Neuze e lavaras d’un all: »Ha te, pegement a zleez? » – »Kant muzuliad gwinizh », emezañ – Kemer da baper, eme ar merour dezhañ, ha skriv pevar-ugent. Hag ar mestr a veulas ar merour disleal-se, dre ma oa en em renet gant poell. Rak poellekoc’h eo bugale ar bed-mañ en o darempredoù gant ar re all eget bugale ar sklêrijenn. Me lavar deoc’h, grit mignoned deoc’h gant an arc’hant a zizonestiz, evit ma c’hellot, pa zeuio da vankout, bezañ degemeret ganto en teltennoù peurbadel. An hini a vez feal en traoù disterañ a vez feal ivez en traoù brasañ; hag an hini dizonest en traoù disterañ a vez dizonest ivez en traoù brasañ.
https://gregorien-en-paroisse.fr/
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load «Introïbo«
+ Usus Antiquior
Dominica Decima quinta post Pentecosten
Digoradur
Salm 85, 1-2-3
Inclína, Dómine, aurem tuam ad me, et exáudi me: salvum fac servum tuum, Deus meus, sperántem in te: miserére mihi, Dómine, quóniam ad te clamávi tota die.
Stouit ho skouarn, Aotrou, ha respontit din; va Doue, salvit ho servijer en em fiz ennoc’h. Ho pet truez ouzhin, Aotroù, rak davedoc’h e c’halvan a-hed an deiz.
+ 4 / Lætífica ánimam servi tui : quia ad te, Dómine, ánimam meam levávi.
Roit levenez da ene ho servijer, rak davedoc’h Aotroù e savan va ene.
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Goueler Breizh evit ar sizhunvezh
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*