Ar Pemvet Sul goude Pask (novus ordo : 6vet Sul Fask)

 

Sul 25 a viz Mae 2025

 Usus Antiquior: Dominica Quinta post Pascha – Ar Pemvet Sul goude Pask (novus ordo : 6vet Sul Fask)

Dimanche 25 Mai 2025 – 5e Dimanche après Pâques (6e Dim. de Pâques)

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+* 

Aviel misal nevez bl.K

Yann *14, 23-29

En amzer-se e lavaras Jezuz d’e ziskibion: «Ma ‘z eus unan bennak hag am c’har, e viro va c’homzoù, ha va Zad er c’haro hag e teuimp davetañ hag e vimp o chom gantañ. An neb n’am c’har ket ne vir ket va c’homzoù; hag ar gomz a glevit n’eo ket va hini met hini an Tad en deus va c’haset. An traoù-se am eus lavaret deoc’h tra ma oan o chom ganeoc’h. Met ar Frealzer, ar Spered Glan, a vo kaset gant an Tad em anv, hennezh a zesko deoc’h pep tra hag a zegaso soñj deoc’h eus kement am eus lavaret deoc’h. Ar peoc’h a lezan ganeoc’h; va feoc’h-me a roan deoc’h; n’eo ket evel ma ro ar bed, e roan-me deoc’h. Na vezet ket ho kalon strafuilhet na spontet. Va c’hlevet hoc’h eus o lavarout deoc’h: Mont a ran kuit, hag e tistroan davedoc’h. Mar am c’harjec’h e vijec’h laouen o vezañ ma ‘z an da gaout an Tad, rak brasoc’h egedon eo an Tad. Ha bremañ em eus lavaret se deoc’h, a-raok ma tegouezho, evit ma kredot pa zegouezho.

 

 

daved al load «  Introïbo « 

 

 

+ Usus Antiquior

Dominica Quinta post Pascha

 

Vidi aquam * * *

Dazgwerzad amzer Fask

diouzh Ezekiel 47, 1 & 9; Salm 118 (117), 1

 

a setu ma strinke an dour eus dindan
kostez dehoù an Templ; rak yac’haat a ra, hag
ar vuhez en em zispak e kement lec’h ma’z a ar
froud. S/ Dougit klod d’an Aotrou evit e vadelezh ! Ya, da virviken e pad e drugarez !

 

 

Digoradur

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2020/12/81cfd0670888a63c924612f1b2a28973.jpg

 

Izaia 48, 20 + s. 65

Vocem iucunditátis annuntiáte, et audiátur, allelúia: annuntiáte usque ad extrémum terræ: liberávit Dóminus pópulum suum, allelúia, allelúia  /  salm 65, 1-2 Iubiláte Deo, omnis terra, psalmum dícite nómini eius: date glóriam laudi eius.

Gant youc’hadennoù degemennit, embannit an dra-mañ, en roit da c’houzout betek penn pellañ an douar, lavarit: Dasprenet en deus an Aotrou e bobl! / Youc’hit da Zoue, douar a-bezh, kanit klod e anv, dougit klod dezhañ gant ho meuleudi.

 

 

eur

audio

 

 

 

*

Goueler ar Sent

25-31 a viz Mae

*