Sul 2 a viz Gouere 2023 – misal nevez : trizekvet Sul an amzer ordinal / Usus Antiquior: Dominica Quinta post Pentecosten – Ar Pemvet Sul goude ar Sul-Gwenn
Dimanche 2 Juillet 2023 – 13e Dimanche du temps ordinaire / 5e Dimanche après la Pentecôte
*Misal nevez: kanoù gregorian
10, 37-42
En amzer-se e lavare Jezuz d’e ziskibion: «An neb a gar e dad pe e vamm muioc’h egedon, n’eo ket dellezek ac’hanon. Hag an neb a gar e vab pe e verc’h muioc’h egedon, n’eo ket dellezek ac’hanon. An neb na gemer ket e groaz ha na zeu ket war va lerc’h, n’eo ket dellezek ac’hanon. An neb en devo kavet e vuhez, he c’hollo; met an neb en devo he c’hollet en abeg din-me, hennezh he c’havo. An neb ho tegemer, am degemer; hag an neb am degemer a zegemer an Hini en deus va c’haset. An neb a zegemer un diouganer evel diouganer a resevo ur gopr a ziouganer, hag an neb a zegemero un den reizh evel den reizh, en devo ur gopr a zen reizh. Ha piv bennak en devo roet ur werennad dour fresk hepken da unan eus ar re vihan-se, dre ma ‘z eo diskibl din-me, en lavarout a ran deoc’h, e gwirionez, ne gollo ket e c’hopr».
*Misal kozh « Introïbo«
+ Usus antiquor
Dominica Quinta post Pentecosten
Digoradur
Salm 26, 7&9
Exáudi, Dómine, vocem meam, qua clamávi ad te: adiútor meus esto, ne derelínquas me neque despícias me, Deus, salutáris meus. + 1 / Dóminus illuminátio mea et salus mea, quem timébo ?
Va sklêrijenn ha va silvidigezh eo an Aotrou, piv am lakafe da spontañ? Selaouit, Aotrou, pa c’harman davedoc’h, ho pet truez, selaouit ouzhin ! Va skoazell oc’h-c’hwi, n’am argasit ket, n’am dilezit ket, o Doue, va salver.
Miz Santez Anna
*