ar Pemvet Sul goude an Epifaniezh; novus ordo: 5vet Sul per annum

Dominica Quinta post Epiphaniam

Sul 9 a viz C’Hwevrer 2025Usus Antiquor: Dominica Quinta post Epiphaniamar Pemvet Sul goude an Epifaniezh; novus ordo: 5vet Sul per annum

Dimanche 9 Février 2025 5e Dimanche après l’Epiphanie ; Vatican II 5e Dimanche per annum

 

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*

Lukaz* 5, 1-11

En amzer-se, evel m’edo ar bobl o gwaskañ Jezuz a-dost evit klevout komz Doue edo eñ war ribl lenn C’henezared; hag e welas div vag ouzh an aod; ar besketaerion a oa diskennet diwarno hag e oant o walc’hiñ o rouedoù. Pignat a eure en unan eus ar bagoù, hini Simon, ha goulenn digantañ pellaat un tammig diouzh an douar. Hag o vezañ aet en e goazez, e kelenne ar bobl eus ar vag. P’en devoe echuet da gomz e lavaras da Simon: «Kae d’an donvor, ha laoskit ho rouedoù e-barzh evit pesketa.» Ha Simon da respont dezhañ: «Mestr, a-hed an noz hon eus poaniet, ha mann n’hon eus paket; diwar da lavar avat, e laoskin ar rouedoù e-barzh.» Ober a rejont hag e klozjont un niver bras a besked, ma roge o rouedoù. Gwinal a rejont neuze d’o c’hevelerion hag a oa en eil bag, da zonet d’o sikour; donet a rejont hag e leugnjont an div vag, ken na ziskennent en dour. O welout se, e kouezhas Simon Pêr ouzh daoulin Jezuz en ur lavarout: «Kae diouzhin, Aotroù, rak ur pec’her ez on-me!» Rak ar sebez a oa kroget ennañ hag en holl dud a oa gantañ, en abeg d’an taol-pesketaerezh o devoa graet. Heñvel e oa gant Jakez ha Yann, mibion Zebedea, hag a oa kevelerion Simon. Jezuz avat a lavaras da Simon: «N’a ket da spontañ! Hiviziken ez eo tud a baki.» Sachañ a rejont ar bagoù d’an douar hag o tilezel pep tra ez ejont d’e heul.

 

Oferenn eus an Usus Antiquor

kv al load « Introïbo « 

+ Usus Antiquior

Dominica Quinta post Epiphaniam

 

Digoradur

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2020/12/81cfd0670888a63c924612f1b2a28973.jpg

 

Salm 96, 7-8.

Adoráte Deum, omnes Angeli eius: audívit, et lætáta est Sion: et exsultavérunt fíliæ Iudæ.

+ gwerzad 1– Dóminus regnávit, exsúltet terra: læténtur ínsulæ multæ.

Stouit dirak Doue, c’hwi an holl aeled! Klevet he deus Sion hag en em laouena, tridal a ra merc’hed Bro-Youda! S/ An Aotrou a ren ! Ra drido an douar! Ra vo levenez gant bed an inizi!