Sul 28 a viz Gwengolo 2025 – Dominica Decima sexta post Pentecosten – Ar c’hwezekvet Sul goude ar Sul-Gwenn (novus ordo 26vet Sul)
16e Dimanche après la Pentecôte (Novus ordo: 26e Dim. per annum)
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Aviel novus ordo
Lukaz *16, 19-31
En amzer-se, e lavare Jezuz d’e ziskibion: «Un den pinvidik a oa a veze gwisket gant mezher mouk ha lin moan hag a rene bemdez fest ha c’hoari kaer. Hag ur paour a oa, Lazar e anv, a veze gourvezet ouzh toull e borched, goloet-holl a c’houlioù. Karet en divije terriñ e naon gant ar pezh a gouezhe diwar daol an den pinvidik. Hag ar chas zoken a zeue da lipat dezhañ e c’houlioù. Hag e c’hoarvezas d’ar paour mervel ha bezañ douget gant an Aeled en askre Abraham. Ar pinvidik a varvas ivez hag a voe lakaet er bez. Hag o vezañ e bro ar marv, e savas e zaoulagad eus a-greiz e boanioù hag e welas Abraham a-ziabell ha Lazar en e askre. Hag eñ da grial: »Tad Abraham, az pez truez ouzhin ha kas Lazar ma soubo penn e viz en dour da zistanañ din va zeod, rak poanioù a ziwaskan en tan-flamm-mañ! » – » Va bugel, a respontas Abraham, az pez soñj ec’h eus bet da eurvad e-pad da vuhez, Lazar avat ar gwalleur, met bremañ ez eo frealzet amañ ha te a zo o c’houzañv poan. Hag ouzhpenn-se, etrezoc’h-c’hwi ha ni ez eus bet startaet un islonk bras, en doare ma ne c’hell ket ar re a garfe, tremen ac’halenn betek ennoc’h, na kennebeut all treuziñ alese betek ennomp.» – »Neuze, Tad, eme ar pinvidig, da bediñ a ran d’e gas da di va zad, rak pemp breur am eus, ma tougo testeni dezho evit ma ne zeuint ket, int ivez, d’al lec’h-mañ a boanioù! » Met Abraham a respontas: » Bez’ o deus Moizez hag ar Brofeded: dezho d’o selaou! » – » Nann, Tad Abraham, eme ar pinvidig, met ma vije unan bennak a-douez ar re varv a yafe d’o c’haout,e rafent pinijenn. » Abraham avat a respontas dezhañ: »Pa ne selaouont na Moizez nag ar Brofeded, ha goude ma savfe unan bennak a-douez ar re varv, ne vefent ket lakaet da grediñ »».
https://gregorien-en-paroisse.fr/
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load «Introïbo«
+ Usus Antiquior
Dominica Decima sexta post Pentecosten
Digoradur
Salm 85, 3-5
Miserére mihi, Dómine, quóniam ad te clamávi tota die: quia tu, Dómine, suávis ac mitis es, et copiósus in misericórdia ómnibus invocántibus te.+ 1 / Inclína, Dómine, aurem tuam mihi, et exáudi me: quóniam inops, et pauper sum ego.
Ho pet truez ouzhin, Aotrou, rak davedoc’h e c’halvan a-hed an deiz. Rak c’hwi, Aotrou, a zo mat ha pardonus, ha leun a drugarez evit kement hini ho kalv. / Stouit ho skouarn, Aotrou, ha respontit din, rak un den paour ha reuzeudik on-me.
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Goueler Breizh evit ar sizhunvezh
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*