Sul 9 a viz Gouere 2023 – misal nevez : pevarzekvet Sul an amzer ordinal / Usus Antiquior: Dominica Sexta Pentecosten – Ar C’hwec’hvet Sul goude ar Sul-Gwenn
Dimanche 9 Juillet 2023 – 14e Dimanche du temps ordinaire / 6e Dimanche après la Pentecôte
*Misal nevez: kanoù gregorian
11, 25-30
«Bennozh a lavaran dit, o Tad, Aotroù an Neñv hag an douar, dre m’ec’h eus kuzhet an traoù-se ouzh ar re fur ha desket, ha m’ec’h eus o diskuliet d’ar vugaligoù. Ya, Tad, rak evel-se eo bet plijet dit. Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ebet ne anav ar Mab nemet an Tad, ha den ebet ne anav an Tad nemet ar Mab hag an neb e plij d’ar Mab en diskuliañ dezhañ.»
«Deuit davedon, C’hwi holl a zo skuizh hag a bleg dindan ar samm, ha me ho tivec’hio. Kemerit warnoc’h va yev, ha deskit diganin ez on kuñv hag izelek a galon, ha diskuizh a gavot evit hoc’h eneoù. Rak aes eo va yev, ha skañv eo va samm.»
*Misal kozh « Introïbo«
+ Usus antiquor
Dominica Sexta Pentecosten
Digoradur
Salm 27,8-9
Dóminus fortitudo plebis suæ, et protéctor salutárium Christi sui est : salvum fac pópulum tuum, Dómine, et benedic hereditáti tuæ, et rege eos usque in sǽculum. 1 / Ad te, Dómine, clamábo, Deus meus, ne síleas a me : ne quando táceas a me, et assimilábor descendéntibus in lacum.
An Aotroù eo nerzh e bobl, ur vodenn a silvidigezh evit e Olevad. Salvit ho tud ha bennigit hoc’h hêrezh, ouzh o feuriñ hag o dougen da viken. / Davedoc’h e youc’han, Aotroù, va roc’hell, na chomit ket bouzar ouzhin, gant aon, mar tavit ouzhin, na vefen heñvel ouzh ar re a ziskenn e poull ar bez.
Miz Santez Anna hervez an hengoun e Breizh. Evel bep bloaz e
kinnigomp deoc’h prantadoù pediñ e Lann-Anna hag hon devezh pardon d’ar 23.
Deuit da bediñ evit Breizh, en en unanit ouzh pedenn ar vreuriezh annezel.
Ha kendalc’homp da bleustriñ an hent santel bet boulc’het gant sent hor bro !
Miz Santez Anna: kouviadenn 2023
*
*