An Triwec’hvet Sul goude ar Sul Wenn (novus ordo 28vet Sul)

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2020/12/81cfd0670888a63c924612f1b2a28973.jpg

 

Sul 12 a viz Here 2025Dominica Decima Octava post Pentecosten –

Triwec’hvet Sul goude ar Sul Wenn  (novus ordo 28vet Sul)

18e Dimanche après la PentecôteNovus ordo: 28e Dim. per annum.

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+* 

Aviel novus ordo

Lukaz *17, 11-19

Oc’h ober hent war-zu Jeruzalem, e c’hoarvezas da Jezuz tremen war harzoù Bro-Samaria ha Bro-C’halilea. Antren a rae en ur vourc’h bennak pa zeuas dek den lovr a-benn-hent dezhañ; o chom a-sav a-ziabell, e savjont o mouezh da lavarout: «Jezuz, Mestr, az pez truez ouzhimp.» Ouzh o gwelout e lavaras dezho: «It d’en em ziskouez d’ar veleion.» Ha tra ma oant o vont, e tegouezhas ganto bezañ glanaet. Unan anezho o ‘n em welout yac’haet, a zeuas war e giz en ur ganañ gloar Doue a vouezh uhel; hag ec’h en em daolas war e c’henou ouzh treid Jezuz ouzh en trugarekaat. Ur Samariad e oa anezhañ. Ha Jezuz da gomz ha da lavarout: «Daoust hag o dek n’int ket bet glanaet? An nav all, pelec’h emaint? N’eus en em gavet eta evit distreiñ da zougen klod da Zoue, nemet an estren-mañ!» Hag e lavaras dezhañ: «Sav da vont; da feiz he deus da salvet».

 

Img In CantateDomino 5P

pezhioù gregorian novus ordo:

https://gregorien-en-paroisse.fr/

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*

Oferenn eus an Usus Antiquor

kv al load Introïbo

Dominica Decima Octava post Pentecosten

Digoradur

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2020/12/81cfd0670888a63c924612f1b2a28973.jpg

 

Sirac’h 36, 18

Da pacem, Dómine, sustinéntibus te, ut prophétæ tui fidéles inveniántur: exáudi preces servi tui et plebis tuæ Israël. +Salm 121, 1. Lætátus sum in his, quæ dicta sunt mihi: in domum Dómini íbimus.

Roit ar peoc’h, Aotroù, d’ar re a laka o fiziañs ennoc’h, evit ma vo gwir lavaroù ar Brofeded: selaouit pedennoù ho servijer hag ho pobl Israel. / Na laouen on bet p’eo bet lavaret din: «Deomp da di an Aotroù

 

 

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*

 

Goueler Breizh evit ar sizhunvezh

12-18 a viz Here

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*