An Trede Sul goude Pask pe Pevare Sul Fask

Sul 30 a viz Ebrel 2022 – misal nevez : Pevqre Sul Fask / Usus Antiquior: Dominica Tertia post Pascha – An Trede Sul goude Pask

Dimanche 30 Avril 2022 – Nouveau missel: 4e Dimanche de Pâques / Usus Antiquior : 3e Dimanche après Pâques

 

 

 

kanoù gregorian evit ar misal nevez

Misal nevez bloavezh A

Aviel sant Yann 10, 1-10

En deiz-se a lavaras Jezuz: «E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini na zeu ket dre an nor e kraou an deñved, met a bign dre ul lec’h all, hennezh a zo ul laer hag ur forbann. Met an hini a zeu e-barzh dre an nor eo pastor an deñved. Dezhañ e tigor ar porzhier hag an deñved a glev e vouezh; e zeñved-eñ, o gervel a ra dre o anv, hag o c’has a ra er-maez. Ha p’en devez lakaet er-maez e holl re, e kerzh en o raok hag an deñved a ya war e lerc’h dre ma ‘z anavont e vouezh. An diavaezour avat, n’eont ket war e lerc’h; hogen tec’hout a reont dioutañ, dre n’anavezont ket mouezh an diavaezourien.» Jezuz a lavaras dezho ar barabolenn-se, int avat ne gomprenjont ket petra oa e gomzoù. Jezuz a lavaras eta adarre: «E gwirionez, e gwirionez, me ‘lavar deoc’h: An holl gement a zo deuet a-raok din, a zo laeron ha forbanned anezho; met an deñved n’o deus ket o selaouet. Me eo an nor. An neb a yelo e-barzh drezon a vo salvet. Mont a raio e-barzh hag ez aio er-maez hag e kavo peurvan. Al laer avat ne zeu nemet evit laerezh, lazhañ ha distrujañ; me a zo deuet evit m’o devezo ar vuhez ha m’o devezo en-fonnus.»

 

 

daved al load  » Introïbo « 

 

 

+ Usus antiquor

Dominica Tertia post Pascha

 

 

Vidi aquam * * *

Dazgwerzad amzer Fask

diouzh Ezekiel 47, 1 & 9, Salm 118 (117),1

 

a setu ma strinke an dour eus dindan
kostez dehoù an Templ; rak yac’haat a ra, hag
ar vuhez en em zispak e kement lec’h ma’z a ar
froud. S/
Dougit klod d’an Aotrou evit e vadelezh ! Ya, da virviken e pad e drugarez !

 

 

 

*

Digoradur

Salm 65, 1-2

Iubiláte Deo, omnis terra, allelúia : psalmum dícite nómini eius, allelúia : date glóriam laudi eius, allelúia, allelúia, allelúia. gw. 3 / Dícite Deo, quam terribília sunt ópera tua, Dómine! in multitúdine virtútis tuæ mentiéntur tibi inimíci tui.

Youc’hit da Zoue, douar a-bezh, kanit klod e anv, dougit klod dezhañ gant ho meuleudi * Lavarit da Zoue: « Pegen estlammus hoc’h oberoù, Aotroù! En abeg da vrasted ho kalloud e pleg hoc’h enebourion ouzh ho loavañ.

 

 

 

 

*

 

*