An Trede Sul goude Pask (novus ordo : 4re Sul Fask)

 

 

Sul 11 a viz Mae 2025Usus Antiquior: Dominica Tertia post PaschaAn Trede Sul goude Pask (novus ordo : 4re Sul Fask)

Dimanche 11 Mai 2025 – 3e Dimanche après Pâques (4e Dim. de Pâques)

 

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+* 

Aviel misal nevez bl.K

Yann *10, 27-30

En amzer-se, e lavare Jezuz: «Va deñved a selaou va mouezh; hag o anaout a ran, hag int a zeu war va lerc’h; ha reiñ a ran dezho ar vuhez peurbadel; ha biken ken ned aint da goll, ha den n’o diframmo eus tre va daouarn. An Tad hag en deus o roet din a zo brasoc’h eget an holl, ha n’eus hini a c’hell diframmañ eus tre daouarn an Tad. Me ha va Zad a zo unan.»

 

 

daved al load «  Introïbo « 

 

 

+ Usus Antiquior


Dominica Tertia post Pascha

 

Vidi aquam * * *

Dazgwerzad amzer Fask

diouzh Ezekiel 47, 1 & 9; Salm 118 (117), 1

 

a setu ma strinke an dour eus dindan
kostez dehoù an Templ; rak yac’haat a ra, hag
ar vuhez en em zispak e kement lec’h ma’z a ar
froud. S/
Dougit klod d’an Aotrou evit e vadelezh ! Ya, da virviken e pad e drugarez !

 

 

Digoradur

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2020/12/81cfd0670888a63c924612f1b2a28973.jpg

 

 

Salm 65, 1-2

Iubiláte Deo, omnis terra, allelúia : psalmum dícite nómini eius, allelúia : date glóriam laudi eius, allelúia, allelúia, allelúia. gw. 3 / Dícite Deo, quam terribília sunt ópera tua, Dómine! in multitúdine virtútis tuæ mentiéntur tibi inimíci tui.

Youc’hit da Zoue, douar a-bezh, kanit klod e anv, dougit klod dezhañ gant ho meuleudi * Lavarit da Zoue: « Pegen estlammus hoc’h oberoù, Aotroù! En abeg da vrasted ho kalloud e pleg hoc’h enebourion ouzh ho loavañ.

 

eur

audio

 

 

*

Goueler ar Sent    

11-17 a viz Mae

*