Sul 21 a viz Ebrel 2024 – Usus Antiquior: Dominica Tertia post Pascha – An Trede Sul goude Pask (misal nevez: 4re Sul Fask)
Dimanche 21 Avril 2024 – Usus Antiquior : 3e Dimanche après Pâques (Nouveau missel: 4e Dimanche de Pâques)
misal nevez bl.B
Pezhioù gregorian evit ar sul-mañ
Aviel: s.Yann 10, 11-18
En amzer-se, e lavaras Jezuz: Me eo ar pastor mat. Ar pastor mat a ro e vuhez evit e zeñved. Met ar goprad, an hini n’eo ket ar pastor ha n’eo ket an deñved dezhañ, pa wel ar bleiz o tont, a zilez an deñved hag a dec’h; hag ar bleiz o skrap hag o distaol a bep tu, rak ar goprad n’eo ken ha n’eo ket nec’het gant an deñved. Me eo ar mesaer mat; hag anaout a ran va deñved-me, ha va re-me am anavez, evel ma ‘z on anavezet gant an Tad, ha ma ‘z eo an Tad anavezet ganin; ha va buhez a roan evit va deñved. Deñved all am eus ha n’int ket eus ar c’hloz-mañ: ar re-se ivez eo din o degas e-barzh; ha klevout a raint va mouezh ha ne vo neuze nemet ur bagad, ur pastor hepken. En abeg da gement-mañ em c’har an Tad dre ma roan-me va buhez evit he c’hemerout a-nevez. Den ebet n’he dilam diganin, met he reiñ a ran ac’hanon va-unan; ar galloud am eus d’he reiñ hag ar galloud d’he adkemerout a-nevez. Setu aze ar gourc’hemenn am eus resevet digant va Zad.»
Usus Antiquor
daved al load « Introïbo «
+ Usus Antiquior
An Trede Sul goude Pask
Vidi aquam
Dazgwerzad amzer Fask e-lec’h an Asperges: Vidi aquam * * *
diouzh Ezekiel 47, 1 & 9, Salm 118 (117),1
Ha setu ma strinke an dour eus dindan
kostez dehoù an Templ; rak yac’haat a ra, hag
ar vuhez en em zispak e kement lec’h ma’z a ar
froud. S/ Dougit klod d’an Aotrou evit e vadelezh ! Ya, da virviken e pad e drugarez
eur
audio