An trede Sul goude ar Sul Gwenn

Sul 18 a viz Mezheven 2023misal nevez : Unnekvet Sul an amzer ordinal / Usus Antiquior: Dominica Tertia post Pentecosten (Dominica infra Oct. Ssmi Cordis Iesu) – An trede Sul goude ar Sul Gwenn (ar Sul eus Eizhvetez Kalon Sakr Meurbet Jezuz)

Dimanche 11 Juin 2023 – nouveau missel: 11e Dimanche du temps ordinaire  / 3e Dimanche après la Pentecôte (Dimanche dans l’Octave du Sacré-Coeur)

 

 

 

*Misal nevez: kanoù gregorian

Aviel sant Mazhev
9, 36-10, 8

En amzer-se, o welout an engroezioù tud-se, en devoe Jezuz truez outo, rak skuizh e oant ha mantret, evel deñved hep mesaer. Neuze e lavaras d’e ziskibion : «Stank eo an eost, distank avat an eosterion. Pedit eta mestr an eost ma kaso war e eost labourerion.» Gervel a reas neuze e zaouzek diskibl, hag e roas dezho galloud da gas kuit ar speredoù hudur ha da bareañ pep kleñved ha pep namm. Ha setu amañ anvioù an daouzek abostol: Simon, anvet Pêr, an hini kentañ, hag Andrev e vreur; Jakez, mab Zebedea, ha Yann e vreur, Filip ha Bartolome; Tomaz ha Mazhev ar publikan, Jakez, mab Alfe, ha Tadde; Simon ar C’hanaaniad, ha Judaz an Iskariot, an hini e gwerzhas zoken. An daouzek-se, Jezuz o c’hasas da visioniñ, en ur gemenn dezho kement-mañ: «N’it ket war-zu ar Baganed ha n’antreit ket e kêrioù Samariz. It kentoc’h etrezek deñved kollet ti Israel. War ho hent, embannit emañ tost Rouantelezh an Neñvoù. Pareit ar re glañv, dasorc’hit ar re varv, glanait ar re lovr, kasit kuit an drouksperedoù; resevet hoc’h eus evit netra, roit evit netra.

 

*Misal kozh « Introïbo« 

 

+ Usus antiquor

Dominica Tertia post Pentecosten

 

 

Digoradur

Salm 24, 16 & 18

Réspice in me et miserére mei, Dómine: quóniam únicus et pauper sum ego: vide humilitátem meam et labórem meum: et dimítte ómnia peccáta mea, Deus meus.+ 1-2 / Ad te, Dómine, levávi ánimam meam: Deus meus, in te confído, non erubéscam.

Troit davedon, ho pet truez ouzhin, dre ma’z on va-unan-penn ha reuzeudik. Gwelit va reuzeudigezh ha va zrevell ha pardonit din, va Doue, va holl bec’hedoù. Etrezek ennoc’h, Aotrou, e savan va ene, va Doue, ennoc’h e fizian. Grit n’am bo ket a vezh.

 

 

 

*