An Trede Sul goude an Epifaniezh
Sul 25 a viz Genver 2026 – Dominica Tertia post Epiphaniam – an Trede Sul goude an Epifaniezh; novus ordo: 3de Sul per annum
Dimanche 25 Janvier 2026 – 3e Dimanche après l’Epiphanie; Novus O. 3e Dimanche per annum
+ Gouel Sant Paol Gonezet d’ar Feiz; santez Douenwenn (Twina)
dilun – Timoteos; Titos; Tujan
dimeurzh – Tomas Akwino; Juluan; Anjela Merici; Gildwen
dimerc’her – Abibon; Juluan Maner
diriaou – Gweltaz ar Fur
digwener – Batilda; Gweltaz an Albanad
disadorn – Marsella; Gwaot; Aezan
kavit aze ar goueler klok evit ar sizhunvezh 25-31 a viz Genver
Saints & fêtes 25-31 Janvier
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Aviel novus ordo
Mazhev 4, 12-17 (Lennadenn verr)
12 O vezañ klevet e oa bet taolet Yann er prizon, Jezuz en em dennas e Galilea.
13 Ha kuitaet gantañ Nazared e teuas da chom e Kafarnaoum, war ribl ar mor, war harzoù Zaboulon ha Neftali,
14 evit ma teufe da wir ar pezh a oa bet lavaret gant Izaia :
15 «Douar Zaboulon ha douar Neftali, hent ar mor, bro en tu all d’ar Yordan, Galilea ar Broadoù,
16 ar bobl o chom en deñvalijenn he deus gwelet ur sklêrijenn vras; ha war ar re azezet e bro skeud ar marv eo paret ar sklêrijenn.»
17 Diwar neuze en em lakaas Jezuz da brezeg ha da lavarout : «Ho pezet keuz d’ho pec’hedoù, rak tost emañ Rouantelezh an Neñvoù»,

https://gregorien-en-paroisse.fr/
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load Introïbo
Dominica Tertia post Epiphaniam
Digoradur

Salm 96, 7-8.
Adoráte Deum, omnes Angeli eius: audívit, et lætáta est Sion: et exsultavérunt fíliæ Iudæ.
+ gwerzad 1– Dóminus regnávit, exsúltet terra: læténtur ínsulæ multæ.
Stouit dirak Doue, c’hwi an holl aeled! Klevet he deus Sion hag en em laouena, tridal a ra merc’hed Bro-Youda! S/ An Aotrou a ren ! Ra drido an douar! Ra vo levenez gant bed an inizi!
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Goueler ar sizhunvezh
Goueler etre an 25 hag an 31 a viz Genver
Le sanctoral du 25 au 31 Janvier





