Naved da santez Anna
*
Neuvaine à sainte Anne
*
********************
Deiz kentañ
Evit seveniñ mennantez Doue
O Santez Anna vadelezhus, bet roet da baeronez d’ar Vretoned, kregiñ a ran gant an naved-mañ ma fell din en e gerz ho pediñ gant gred. Va bennigit e-pad an deizioù dibabet-mañ, ha bezit evezhiek ouzh an holl vennadoù a fell din kinnig deoc’h, er feiz hag er fiziañs. Unanit ho pedenn ouzh va hini.
En deiz kentañ-mañ eus an naved, e fell din mont war-eeun d’ar pep pennañ. Fellout a ra din goulenn ouzh an Aotrou dre ho hanterouriezh grataat din ar c’hras vrasañ a c’hellan kaout, eleze seveniñ dalc’hmat e vennantez santel meurbet. Fellout a ra din ober pep tra diouzh skouer Jezuz na reas netra war an douar nemet seveniñ mennantez e Dad eus an Neñv. C’hwi hoc’h-unan, Santez Anna, hoc’h eus klasket karout Doue oc’h ober ar pezh a c’hoantae diganeoc’h. De-gouezhet oc’h d’un derez uhel a santelezh.
Kement a zisterachoù a c’hell va diroudiñ diouzh Doue ha va dihenchañ diouzh an hent bet toullet gantañ e-vidon. Emaon en arvar d’en em stagañ ouzh plijadurioù tremeniat ar vuhez. Aon am eus da zilezel va Aotrou. Ma c’hoar-vezfe din ar gwalleur-se, grit din dis-treiñ da Jezuz. R’en karin betek reiñ dezhañ va buhez ha kement tra a rin! Kontañ a ran war ho kwarez hag ho pediñ a ran gant fiziañs.
Ar pezh a c’houlennan ouzhoc’h evidon, a c’houlennan ivez evit ar re a zo tost d’am c’halon, dreist-holl evit izili va ziegezh. Amen.
Pater – Ave – Gloria
***********************
Eil devezh
Evit kaout keuz eus va fec’hedoù
Santez Anna, er gerzhadenn-mañ davet Doue, er birc’hirinadenn-mañ davet an Neñv, e c’hoarvez din re alies laoskaat ha zoken kouezhañ er pec’hed. Neuze e vezan doaniet, ha digalonekaet a-wechoù. Bez e rankan stourm ouzh enebour ar mad hag ivez ouzh va dougoù d’an droug. Hep skoazell an Neñv, ne c’hallan ket sevel en-dro goude bezañ kouezhet, na kerzhout divrall war hent an Aotrou.
Treiñ a ran davedoc’h e-doug an naved-mañ hag hoc’h aspediñ a ran da zont d’am skoazellañ. Ne c’hellin morse mont war-raok em buhez speredel anez din kaout keuz da gentañ eus va fec’hedoù a ra din pellaat diouzh va Doue. Ne c’hel-lin ket plijout d’an Aotrou anez din dilezel ar pezh a ro heug dezhañ. Den ne c’hell servijout daou vestr war un dro.
Gant ur fiziañs vras eo en ho pedan, Santez Anna, evit ma’m befe ur c’heuz didro eus va fec’hedoù. Ho kalloud ken bras war galon ho Mab bihan Jezuz a c’hell seveniñ burzhudoù. Daoust ha n’eo ket ar marzh priziusañ va difram-mañ diouzh krabanoù an droug evit en em stagañ ouzh ar mad hag ouzh Doue? E Breizh ez oc’h enoret, dreist-holl e Santez-Anna-Wened, douar benniget lec’h m’hoc’h eus en em ziskouezet d’ho servijer Iwan Nikolazig, hag e santualioù niverus-tre. El lec’hioù-se ma skuilhit a-fonn ho krasoù, daoust ha n’emañ ket ho purzhudoù marzhusañ e kanttroidigezh ar bec’herion?
Santez Anna, gant ho skoazell a vamm, e tistaolan ar pec’hed, dreist-holl ar seurt pec’hed boas-se hag a zo va hini. Fellout a ra din pellaat diouzh an degouezhioù a fallentez ha keuz am eus da vezañ dismegañset va Doue. Hiziv en em roan dezhañ e-ser fiziout ennoc’h-c’hwi ken galloudus ha ken madelezhus.
Erbedit evidon hag evit kanttroidigezh an holl re na vevont ket e mignoniezh Doue. Amen.
Pater – Ave – Gloria
***********************
Trede deiz
Evit sentiñ ouzh gourc’hemennoù Doue ha pleustriñ ar vertuz
Santez Anna, gwarezourez hor pobl ha madoberourez kement hini en em erbed ouzouc’h, hoc’h aspediñ a ran d’am skoazellañ war hent ar vuhez. Va durc’haat a ra ar vuhez ken berr-mañ, spi am eus, davet eurvad an neñv, un eurvad peurbadel gant an Aotrou, gant ar Werc’hez Vari, ganeoc’h, gant an holl re o devo bevet e karantez Doue hag an nesañ.
Goulenn a ran ouzhoc’h, en trede deiz eus an naved, grataat din ar fealded e servij an Aotrou. Un deiz en deus roet an Aotrou Doue da anavezout da Voizez ar gourc’hemennoù meur a zle ren hor buhez. Deuet eo Jezuz da c’houde, neket evit lemel kuit ar gourc’hemennoù, met evit hor skoazellañ da vevañ diouto. Roet en deus dimp skouer ar vertuzioù a zle bezañ re an holl ziskibled: karantez, madelezh, trugarez, tenerded…
E-ser hoc’h aspediñ, Santez Anna, evit ar grasoù amzeriat ha korfel am eus ezhomm bras anezho ivez, ne fell ket din ankounac’haat ho pediñ evit bezañ skoazellet ganeoc’h da virout ar gourc’hemennoù ha da bleustriñ ar vertuzioù. Roit din ar c’hras da vezañ karantezus e gwirionez, da c’houzout pardoniñ, da vevañ diwar ar Feiz, ar Goubeizh hag ar Garantez, er c’hlanded hag en damant evit ar reuzeudion.
Santez Anna, ar c’hras hoc’h eus bet da zont da vezañ mamm an Hini Dinamm ha mamm-gozh ar C’hrist. Gouezet hoc’h eus reiñ skouer an holl ver-tuzioù. Deoc’h-c’hwi, Santez Anna, e kinnigan va fedenn. Selaouit outi, me ho ped. Amen
Pater – Ave – Gloria
********************
Pevare deiz
Evit kreskiñ e Karantez Doue hag an nesañ
Ô Santez Anna vadelezhus, leun-barr eo va c’halon a anaoudegezh vat p’emaon ouzh ho pediñ. Gouzout a ouzon e sela-ouit va aspedenn en ho madelezh. Mar goulennan ouzhoc’h, e-doug an naved-mañ, dreist-holl reiñ din grasoù spe-redel, e ouzon ez oc’h prederiet ivez gant va ezhommoù amzeriat, zoken mar choman hep o ezteurel bemdez. Evidon ez oc’h ur vamm-gozh a gar hag a chom evezhiek ouzh hon holl ezhommoù.
Hiziv e stouan dirazoc’h gant fiziañs hag e c’houlennan ouzhoc’h kaout di-gant Jezuz ar c’hras da garout, da ga-rout e gwirionez, da garout evel m’en deus-eñ gouezet henn ober. Ar Garantez eo relijion Jezuz! Ar Garantez eo gour-c’hemenn meur Jezuz! Aet eo eñ e-unan betek penn ar Garantez, betek follentez ar Garantez. Marvet eo diwar Garout.
Fellout a ra din bezañ e wir diskibl ha strivañ da garout eveltañ. Ne c’hellan ket henn ober hep ho skoazell, Santez Anna. Er prantad-mañ, e-doug an naved, eo ar skoazell-se en ho pedan da c’hra-taat din. Sur on e plij deoc’h va gou-lenn. Doue a selaouo outañ. Daoust hag e c’hell nac’h deoc’h ar mennad-mañ mar bez displeget ganeoc’h evidon? Da-oust ha n’emañ ket o c’hortoz e ve va buhez ur vuhez a garantez evit Doue hag evit an nesañ?
Fellout a ra din kreskiñ e karantez va Aotrou hag e karantez va breudeur ha va c’hoarezed, da gentañ ar re a vevan ganto. Deuit d’am skoazellañ, Santez Anna garet! Amen.
Pater – Ave – Gloria
********************
Pemvet deiz
Evit kaout spered ar bedenn
Santez Anna, karet meurbet gant Doue, ra savo va fedenn davedoc’h, ra zeuio da vezañ ho pedenn-c’hwi ha ra c’hou-nezo digant Jezuz e-leizh a c’hrasoù speredel ha korfel.
En deiz nevez-mañ eus an naved ez on prederiet gant meur a ziaester ouzh va bec’hiañ. Gouzout a ran ez on kemeret dindan ho kwarez pa droan davedoc’h. Daoust d’am ezhommoù niverus, e teuan hiziv gant ar spi da zegemer ur c’hras arbennik kenañ a levezono va buhez ha va feurbadelezh a-bezh. Ar c’hras-se zo anezhi dont da vezañ un diskibl da Jezuz a bed hag a bed kalz. Fellout a ra din diorren ennon ar c’hoant da bediñ. Anal va buhez e tle ar bedenn dont da vezañ mar fell din bevañ evel mignon nesaek da Jezuz.
Roit din ar spered a bedenn! Ma’m eus ar spered a bedenn, dalc’hmat e pedin. Ret eo pediñ dizehan ha morse skuizhañ o pediñ, a lavar dimp ar Skritur Santel. Mar pedan, en em viran diouzh ar pec’hed. Mar pedan e plijan da Zoue. Mar pedan e tizhan kaout kement tra am eus ezhomm. “Goulennit hag e resevot” eme Jezuz dimp. Mar pedan, en em salvan hag en em santelaan.
Gouzout a ran e c’hellomp hag e tleomp ni-holl pediñ. Zoken ar pec’her sac’het er pec’hed a c’hell youc’hal davet Doue en e estrenvan!
Pep pedenn a vez selaouet gant Doue. Roit din, Santez Anna garet, ar boaz da bediñ, blaz ar bedenn, ar fealded da dostaat ouzh ar Sakramantoù, anezho prantadoù kaer a bedenn, dreist-holl ar c’hofesadur hag an Eukaristiezh.
Santez Anna, a-drugarez deoc’h e fell din dont da vezañ un den a bed hag a bed gant karantez. Amen.
Pater – Ave – Gloria
********************
C’hwec’hvet deiz
Evit yec’hed ar c’horf
Santez Anna garet, fellout a ra din tennañ va mad eus an naved-mañ evit komz ouzhoc’h eus holl retvezioù ar vuhez, eus an holl ezhommoù a ra diouer din, eus an holl brederioù ma’z on chalet ganto. Fellout a ra din hoc’h aspediñ evit va ezhommoù korfel hag evit ma c’hounezot din ar yec’hed am eus ezhomm da gaout. Ho pediñ a ran gant emzilez ur bugel en em dro davet e vamm vuiañ-karet.
Santez Anna, hor Mamm vat, anavezout a rit pep hini ac’hanomp gant e ezhommoù dezhañ. A-werso ez eo bec’hiet darn ac’hanomp gant nammoù ha gwall wan eo marteze va yec’hed din-me. Gouzout a ran hoc’h eus skoazellet en tremened meur a hini en dienez hag hoc’h eus di-boaniet meur a hini en anken. Ho pediñ a ran eta, Santez Anna, da gaout truez ouzhin ha da c’hounit din ur yec’hed gwelloc’h.
Ar c’hleñvedoù ma reuzomp diwarno, an trubuilhoù a ra dimp gouzañv, o anavezout a rit. O c’hinnig a ran d’ho kalon gendruezus e-doug an naved-mañ, gant ur fiziañs brasoc’h eget biskoazh.
Roit din eta ar yec’hed hag ar pare am eus ezhomm da gaout. Koulskoude, mar kav gwelloc’h da Zoue, en e furnez, ober en ur c’hiz all, ra vezo graet e vennantez ha neket va hini! Pourchasit din neuze, Santez Anna garet, gras ur peoc’h don hag ar frealz da seveniñ ar pezh a c’hoanta an Aotrou diganin. Amen.
Pater – Ave – Gloria
********************
Seizhvet deiz
Evit bezañ dieubet diouzh an enkrezioù
Santez Anna, a-holl viskoaz o deus ar Vretoned aspedet ho skoazell en o holl ezhommoù. P’emañ hor c’halonoù en enkrez ha pa n’ouzomp mui davet petra na davet piv en em dreiñ evit bezañ divec’hiet eus hor poanioù, e c’harmomp davedoc’h. Pa chom nec’het hor spered noz-deiz, pa’z eo diaes dimp kavout ar c’housket a rofe dimp nerzh en-dro, ha pa gollomp goanag en dazont a seblant dimp bezañ gwall deñval, e c’houlen-nomp ho skoazell.
Hañval eo ganimp a-wechoù kerzhout en ur riboul dezhañ penn ebet, lec’h na we-lomp mui ar gouloù a zegas dizoan ha peoc’h. N’eus mui tamm goanag denel ebet ganimp.
A-hed a c’hantvedoù ez eo deuet ho Pre-toned davedoc’h, alies gant ur galon bo-aniet hag ur spered karget a brederioù, c’hwi hag a zo frealzerez an holl re a vev en amprouenn hag en azrec’h. Zoken mar ne c’houzañvfen ket hevelep glac’har, e trofen davedoc’h evit ma ti-boanfec’h an dud a vev en aon hag en trefu. Ken niverus int hiziv an deiz, en hor bed ken ankenius lec’h ma vez gwalleget Doue.
Ho pediñ a ran, Santez Anna, evidon hag evit an holl re ma’z on chalet ganto. Anavezout a rit izili va ziegezh o tougen diasterioù pe o pellaat diouzh ar C’hrist ha diouzh e Iliz. Ho pediñ a ran d’o bennigañ ha d’o goleiñ gant ho kwarez. Santez Anna, fiziañs am eus ennoc’h! Santez Anna, va skoazellit! Hon gwarezit en ho madelezh! Amen.
Pater – Ave – Gloria
********************
Eizhvet deiz
Evit ur c’hras arbennik
Santez Anna, dont a ran d’en em deurel d’ho treid evel ur bugel o tostaat ouzh e vamm. Fellout a ra din da gentañ ho kourc’hemennaouiñ evit bezañ ken meurdezus ha ken santel. Fellout a ra din ho meuliñ rak dibabet oc’h bet da zont da vout mamm Mamm Doue ha mamm-gozh va Aotrou Jezuz. Santez Anna, Patronez ar Vretoned, fellout a ra din ivez ho trugarekaat evit kement a c’hrasoù na baouezit ket da skuilhañ war an holl re en em dro davedoc’h er bedenn.
Degemer a rin kalz traoù digant ho tenerded. Bezit benniget! Tostaat a ran ouzhoc’h evit degemer donezonoù prizius evit va c’horf hag evit va ene. Ne fell ket d’an Aotrou Jezuz nac’h selaou ouzh pedenn an hini he deus e garet kement e-pad e vuhez war an douar.
En deiz-mañ eus an naved e tisklêrian deoc’h a greiz va c’halon ur bedenn c’hredus. Me’ garfe kaout dre ho hanterouriezh ur c’hras eus an dibab. He anavezout a rit, Santez Anna, ar c’hras arbennik-se a c’houlennan ouzhoc’h bremañ gant ar spi da vezañ selaouet. Hoc’h aspediñ a ran d’he gounit din digant ho Mab-Bihan, Jezuz, va Salver.
Prometiñ a ran, Santez Anna garet, bevañ bepred e mignoniezh va Doue. En ho kichen e kavan va goudor. En em fiziout a ran en ho karantez. Amen.
Pater – Ave – Gloria
************
Navet deiz
Evit ur marv mat
Deiz diwezhañ an naved eo endeo. E ginnig a ran deoc’h, Santez Anna, evel ur bri eus va c’halon vabel. Fellout a ra din ho karout ha kenderc’hel d’hoc’h engervel bemdez a-hed va buhez. Fellout a ra din henn ober dreist-holl pa vin war va zremenvan, anezhañ ar c’houlzad meur ma’z in tre er wir vuhez. Bezit em c’hichen pa zegouezhin dirak va Doue. Fellout a ra din e servijañ gant ur garantez brasoc’h-bras.
Santez Anna, grit ma savo va fedenn davedoc’h gant ur gred startoc’h. Va selaouit o kinnig deoc’h ur mennad poue-zus meurbet, eleze ma vo santel va marv. Ra’z in da Anaon e mignoniezh krenn va Doue! Fiziout a ran ennoc’h an deizioù diwezhañ ha prantad diwezhañ-holl va buhez. Ra dennin va huanad diwezhañ en ur zistagañ anvioù Jezuz, Mari, Jozef hag hoc’h hini, Santez Anna garet!
Adal bremañ e azlavaran deoc’h va c’harantez ken bras. Fellout a ra din anavezout hep dale al luskoù a garantez a garfen kaout pa zegouezhin dirak va Doue.
Santez Anna, bezit aze em c’hichen da goulz va marv. Va ambrougit e gwenved va Doue lec’h ma kanin ganeoc’h, gant ho merc’h karet, va Mamm Mari, gant an holl sent, gant holl sent Breizh ha gant an holl vignoned adkavet, madelezhioù va Aotrou ha va Doue. Amen.
Pater – Ave – Gloria
Bro-Zol – chapel s. Anna
***************