An eizhvet Sul goude ar Sul-Gwenn; e Lann-Anna: gouel meur Santez Anna mamm ar Werc’hez Vari, patromez kentañ Breizh

Sul 23 a viz Gouere 202316vet per annum / Usus Antiquior: Dominica Octava post Pentecosten an eizhvet Sul goude ar Sul-Gwenn ; e Lann-Anna : Sanctæ Annæ Matris Beatæ Mariæ Virginis & Britanniæ Patroni Santez Anna mamm ar Werc’hez Vari, patromez kentañ Breizh

Dimanche 23 Juillet 2023 – 16e Dimanche du temps ordinaire  / 8e Dimanche après la Pentecôte ; à Lann-Anna : Sainte Anne, mère de la T.S. Vierge Marie, patronne de la Bretagne.

 

 

 

*Misal kozh Kemper

Gouel meur

* in solemnitate Sanctæ Annæ

Matris Beatæ Mariæ Virginis

& Britanniæ Patroni

*

 

 

Gousperoù kentañ

Eürus eo Breizh Izel (war don Lucis beatae)

lizherennoù druz: 2 notenn; izlinet: 3 notenn

 

Lecteur audio

00:00:00

-1-

Evurus hiziv Breizh santel

A lid gant drantiz doueel

Meuleudioù santez Anna

Mamm ar Werc’hez, gloar Bro-Youda.

 

-2-

Eus beleion ha rouaned

E tiskenn-hi klodus meurbet

Met splannoc’h eo he santelezh

Eget sked he ginivelezh.

-3-

Rak ouzh ar santelañ pried

Gant dorn Doue bet unanet .

He deus en he askre douget

Steredenn an holl gwerc’hezed.

-4-

Burzhud Doue souezhus-kenañ !

Eo koñsevet e korf Anna

Mari dinamm ha leun a c’hras

A flastr e benn da Satanas.

 

 

-5-

Seurt arrez a silvidigezh,

A ro goanag d’ar bed a-bezh,

Anna, koulm roet gant Doue,

D’embann d’an dud al levene(z)

-6-

D’an Tad, d’ar Mab klod peurbadel,

Ha deoc’h ivez, Spered Santel,

D’ar re a lid santez Anna

Teurvezit reiñ gras gwellañ. Amen

 

Digoradur

Gaudeamus omnes in Domino, diem festum celebrantes sub honore beatae Annae: de cujus solemnitate gaudent Angeli, et collaudant Filium Dei. Salm 44, 2 Eructavit cor meum verbum bonum dico ego opera mea Regi.

Tridomp a levenez en Aotroù, rak gouel santez Anna a lidomp hiziv, anezhi gouel meur lec’h m’en em laouena an Aeled o kanmeuliñ Mab Doue. / Birvilhañ a ra va c’halon gant komzoù kaer, va barzhoneg a ginnigan d’ar Roue.

 

 

 

 

Miz Gouere, Miz Santez Anna e Breizh! Evel bep bloaz e kinnigomp deoc’h prantadoù pediñ e Lann-Anna.

Deuit da bediñ evit Breizh, en en unanit ouzh pedenn ar vreuriezh annezel.

Ha kendalc’homp da bleustriñ an hent santel bet boulc’het gant sent hor bro !

Miz Santez Anna: kouviadenn 2023

Mois de Juillet, Mois de Sainte Anne!

 

*

Gousperoù

Mater Pátriæ, Anna potentíssima, Britónum tuórum salus esto ; serva  fidem, mores corróbora, tríbue pacem sancta intercessióne.

*

O Mamm hor bro, Anna galloudek, savetait ar Vretoned, dalc’hit start ar feiz en o zouez, grit ma vint feal d’ar gizioù santel, ha pedit evit m’hor bezo ar peoc’h. 

*

O Mother of the Fatherland, very powerful Anne, be the salvation of your Bretons; keep their faith, strengthen their morals, give them peace through your holy intercession.

Lecteur audi

 

*

 

Lecteur audio

00:0000:00