An Eil Sul goude an Epifaniezh; novus ordo: 2l Sul per annum

Dominica Secunda post Epiphaniam

Sul 19 a viz Genver 2025Usus Antiquor: Dominica Secunda post Epiphaniaman Eil Sul goude an Epifaniezh; novus ordo: 2l Sul per annum

Dimanche 19 janvier 2025 2e Dimanche après l’Epiphanie; Novus O. 2e Dimanche per annum.

 

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*

Yann * 2, 1-11

En amzer-se e voe un eured e Kana, e bro-C’halilea, ha mamm Jezuz a oa eno. Ha pedet e voe ivez d’an eured Jezuz hag e ziskibion gantañ. Diouer o vezañ savet war ar gwin, e lavaras mamm Jezuz dezhañ: «N’o deus ket ken a win.» Ha Jezuz da lavarout dezhi: «Petra ‘fell dit, va eur n’eo ket deuet c’hoazh.» E vamm a lavaras d’ar servijerion: « Petra bennak a lavaro deoc’h, en grit.» Bez’ e oa eno c’hwec’h jarl-maen a dalveze d’ar gwalc’hadurioù evel ma ra ar Yuzevion, daou pe dri muzuliad o vont e pep unan anezho. Lavarout a reas Jezuz d’ar servijerion: «Kargit a zour ar jarloù-se.» Hag int d’o c’hargañ betek ar barr. Hag e lavaras dezho: «Tennit bremañ ha kasit da vestr ar banvez.» Hag e rejont. Met p’en devoa mestr ar banvez tañvaet an dour troet e gwin- ha ne ouie ket a belec’h e teue, ar servijerien avat a ouie, int hag o devoa tennet an dour, neuze mestr ar banvez a c’halv ar gwaz nevez hag a lavar dezhañ: «Pep den a laka da gentañ ar gwin mat da vont, ha pa grog an dud da vezañ badaouet, an hini disterañ; te avat ac’h eus miret ar gwin mat betek vremañ.» Hennezh a voe penn-kentañ arouezioù Jezuz, an hini a reas e Kana Galilea, ma tiskouezas e glod ha ma kredas e ziskibion ennañ.

 

 

 

Oferenn eus an Usus Antiquor

kv al load « Introïbo « 

+ Usus Antiquior

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2022/01/An-Eil-Sul-goude-an-Epifaniezh3-1.png

Dominica Secunda post Epiphaniam

 

Digoradur

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2020/12/81cfd0670888a63c924612f1b2a28973.jpg

 

Salm 65, 4

Omnis terra adóret te, Deus, et psallat tibi: psalmum dicat nómini tuo, Altíssime.

+ gwerzadoù 1-2 Iubiláte Deo, omnis terra, psalmum dícite nómini eius: date glóriam laudi eius.

Dirazoc’h e stou an douar a-bezh, kanañ a ra evidoc’h, kanañ a ra hoc’h anv, C’hwi an Uhel-Meurbet

S/ Youc’hit da Zoue, douar a-bezh, kanit klod e anv, dougit klod dezhañ gant ho meuleudi.