Sul 31 a viz Eost 2025 – Dominica Duodecima post Pentecosten
– an daouzekvet Sul goude ar Sul-Gwenn (novus ordo: 22eil sul per annum)
Dimanche 31 Août 2025 – 12e Dimanche après la Pentecôte (22ème Dimanche per annum)
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Aviel novus ordo
Lukaz *14, 1. 7-14
Un deiz ma oa antreet Jezuz e ti unan eus pennoù ar Farizianed da zebriñ e bred, un deiz sabad, edo ar re-mañ o sellout pizh outañ. D’an dud pedet e lavaras ur barabolenn, rak taolet en devoa evezh penaos e kemerent al lec’hioù kentañ ouzh taol: «Pa vezez pedet gant unan bennak d’un eured, n’a ket d’en em lakaat er plas kentañ, gant aon na vefe bet kouviet ivez unan azaouoc’h egedout, ha na zeufe an hini en deus ho pedet ho-taou da lavarout dit: »Ro da blas da hemañ! » ha neuze e rankfes gant mezh en em lakaat er plas diwezhañ. Hogen pa vezez pedet, kae d’en em lakaat er plas diwezhañ; evel-se, p’en em gavo an hini en deus da bedet, e lavaro dit: »Va mignon, kae uheloc’h! » ha neuze e vo un enor evidout dirak an holl gouvidi. Rak an neb en em sav a vo izelaet, hag an hini en em izela a vo uhelaet.» Lavarout a reas ivez d’an hini en devoa e gouviet: «Bep gwezh ma ri merenn pe goan, na bed ket da vignoned, na da vreudeur, na da gerent pe da amezeien binvidik, gant aon n’az pedfent d’o zro ha na vefes talet evel-se. Hogen pa ri ur fest bennak, ped kentoc’h peorien, tud vac’hagnet, tud kamm, tud dall. Hag eürus e vi peogwir n’o devo ket peadra da zaskoriñ dit; rak neuze e vo daskoret dit en adsavidigezh an dud reizh».
https://gregorien-en-paroisse.fr/
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load «Introïbo«
+ Usus Antiquior
Dominica Duodecima post Pentecosten
Digoradur
Salm 67, 6-7 & 36.
Deus, in adiutórium meum inténde: Dómine, ad adiuvándum me festína: confundántur et revereántur inimíci mei, qui quærunt ánimam meam.+4 Avertántur retrórsum et erubéscant: qui cógitant mihi mala.
O Doue, aketit d’am gwarediñ; o Aotroù, hastit d’am skoazellañ. Ra vo mezhekaet ha trenobiet ar re a glask war-lerc’h va ene. / Ra dec’ho kuit raktal, goloet a vezh, ar re a lavar ouzhin: «Gwell a se!»
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Goueler ar sizhunvezh
31 a viz Eost – 6 a viz Gwengolo
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*