Sul 2 a viz Mezheven 2024 – Dominica infra Octaviam Sanctissimi Corporis Christi – Ar Sul eus eizhvetez gouel ar Gevrinenn Santel (misal nevez: Gouel Meur Kevrinenn Santel Korf ha Gwad ar C’hrist )
Dimanche 2 Juin 2024 – Usus Antiquior: Dimanche dans l’octave de la Fête-Dieu (2e Dimanche après la Pentecôte ; nouveau missel : Solennité du Très Saint Sacrement du Corps et du Sang du Christ)
*
Aviel ha pezhioù gregorian evit ar sul-mañ eus ar misal nevez:
https://gregorien-en-paroisse.fr/
s. Mark 14, 12-16.
An deiz kentañ eus ar Bara-hep-Goell, ma veze lazhet an oan-Pask, e lavaras an diskibien da Jezuz: «Pelec’h e fell dit ez afemp da aozañ dit evit debriñ ar Pask?» Hag eñ da gas daou eus e ziskibion en ur lavarout dezho: «It e kêr hag en em gaout a ray en arbenn deoc’h un den o tougen ur podad-dour. It war e lerc’h, hag e pe lec’h bennak ma ‘z antreo, lavarit da berc’henn an ti: »Ar Mestr a c’houlenn diganit : Pelec’h emañ ar sal e c’hellin debriñ ar Pask enni gant va diskibion? » Hag eñ a ziskouezo deoc’h ur sal vras war-laez, gant pluegoù enni, ha prest-kloz. Eno eta kempennit pep tra evidomp.» An diskibion a yeas war-raok etrezek kêr, ha kaout a rejont an traoù evel m’en devoa lavaret dezho, hag ec’h aozjont ar Pask. Hag e-pad ma tebrent, e kemeras Jezuz bara, ha goude bezañ lavaret ur vennigadenn, en rannas hag en roas dezho en ur lavarout: «Kemerit, va c’horf eo kement-mañ.» Ha goude-se o vezañ kemeret ur c’halir, e lavaras ur bedenn a drugarez hag en roas dezho, hag holl ez evjont dioutañ. Hag e lavaras dezho: «Va gwad eo kement-mañ, gwad an emglev, an hini skuilhet evit engroez an dud. E gwirionez, me lavar deoc’h, ne evin mui eus frouezh ar winienn betek an deiz-se ma ‘z evin hini nevez e Rouantelezh Doue.» Goude kan ar salmoù ez ejont er-maez da venez an Olived.
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load « Introïbo «
+ Usus Antiquior
Dominica infra Octaviam Sanctissimi Corporis Christi
Digoradur
Salm 17, 19-20
Factus est Dóminus protéctor meus, et edúxit me in latitúdinem : salvum me fecit, quóniam vóluit me.
+ 2-3 Díligam te, Dómine, virtus mea: Dóminus firmaméntum meum et refúgium meum et liberátor meus.
An Aotrou zo bet va difenner ha va c’haset en deus d’an donvor, va salvet en deus rak va c’harout a ra.
/ Ho karout a ran, Aotrou, C’hwi va nerzh: an Aotrou eo va difenn, va repu ha va dieuber.
Gouel ar Gevrinenn Santel
ur
audio