Sul 24 a viz Du 2023 – IN VIGILIA NATIVITATIS DOMINI / Derc’hent gouel meur Ginivelezh hor Salver
Dimanche 24 décembre 2023 – 4e Dimanche de l’Avent (B) / + Usus antiquor: Vigile de la Nativité du Seigneur
daved al load « Introïbo «
+ Usus Antiquior
IN VIGILIA NATIVITATIS DOMINI
eur audio
Digoradur
Exodi
Hódie sciétis, quia véniet Dóminus et salvábit nos : et mane vidébitis glóriam eius.+ salm 23 Dómini est terra, et plenitúdo eius : orbis terrárum, et univérsi, qui hábitant in eo.
Levr an Ermaeziadeg: Hiziv e ouezot e teuio an Aotroù hag e saveteio; ha d’ar beure e welot e c’hlod / D’an Aotroù an douar hag e leunder, ar bed a-bezh hag e annezidi!
*
*
*
« Un diforc’h bras a zo eta etre kelc’hiad Pask hag hini Nedeleg. Kelc’hiad Pask a zo istorek. Hini Nedeleg a zo kevrinek. Kevrinek dre ma fell dezhañ arvestiñ ouzh kevrinoù hor Salver a-us d’an istor, dre ma komz dimp eus hor ginivelezh d’ar c’hras, eus hon advabelezh d’an Tad, eus kevrinoù kuzhetañ an ene.
Daoust ha n’hellomp ket lakaat dindan ul lavarenn verr kement a zo e kelc’hiad Nedeleg? Eo.
Ar pennvenoz a seblant din ren warnañ eo an hevelep hini hag a gavomp ken anat en Aviel: soñj eus donedigezh Rouantelezh Doue. Sed ar «c’helloù mat» a glevomp digant Izaia, digant Yann, digant Hor Salver e-unan pe an Ebestel, keloù mat unvaniezh Doue gant ar grouadelezh, kevrin ar C’hras. Dont a ra Doue ganimp, Emmanuel. Eñ, ar C’hrist eo ar Roue, mammenn ar C’hras evidomp, advibion ma’z omp ennañ d’an Tad. Endro dezhañ, ar Rouantelezh, dindan skeudennoù disheñvel: an Iliz, ar Werc’hez Vari, an ene kristen. Un embanner a zo d’ar Roue, Yann-Vadezour. Hag un embanner a zo ivez d’ar Werc’hez Vari ha d’an Iliz, Izaia. Eñ ivez a embann an Emmanuel. Rak ur c’hevrin a embannadur a zo, ur c’hevrin a ziskouezidigezh. Donedigezh Doue en Iliz, er Werc’hez, en ene kristen a zo kemennet d’ar bed. Ar C’hrist e-unan, en em ziskouez, ha goulenn a ra ivez bezañ diskouezet, n’eo ket hepken gant Yann, gant Izaia, met gant pep abostol, gant pep ene. An Iliz a ziskouez ar C’hrist evel ma ra ar Werc’hez Vari, evel ma tle ober pep kristen. Dont a ra enno, hag ivez drezo.»
+Loeiz ar Floc’h – Kelc’hiad Nedeleg (1945)
*
Nedeleg: un dibab a lennadennoù
Gouel meur Ginivelezh hor Salver