Sul 09 a viz Mae 2021
6vet Sul Fask / ar Pemvet Sul goude Pask
Dimanche 09 Mai 2021
6e Dimanche de Pâques / 5e Dimanche après Pâques
daved al load « Grégorien en paroisse«
Stumm ordinal (bloavezh B):
eus an Aviel santel hervez sant Yann 15, 9-17
en ebet n’en deus brasoc’h karantez eget an hini a ro e vuhez evit e vignoned.
En amzer-se e lavaras Jezuz d’e ziskibion: « Evel m’en deus va Zad va c’haret, evel-se em eus me ivez ho karet. Chomit em c’harantez.
« Mar mirit va gourc’hemennoù, e chomot em c’harantez, evel m’em eus miret me gourc’hemennoù va Zad ha ma choman en e garantez.
« An traoù-se am eus lavaret deoc’h evit ma vezo ennoc’h va levenez, ha ma vezo leun ho levenez.
« Hemañ eo va gourc’hemenn-me: en em garit an eil egile, evel m’am eus ho karet. N’en deus den brasoc’h karantez eget reiñ e vuhez evit e vignoned. C’hwi eo va mignoned, mar grit ar pezh a c’hourc’hemennan me deoc’h.
Ne ran ket ken servijerion ac’hanoc’h; rak ar servijer ne oar ket petra ‘ra e vestr; mignoned avat am eus graet ac’hanoc’h, rak kement am eus klevet digant va Zad am eus roet deoc’h da anavezout.
N’eo ket c’hwi hoc’h eus va dibabet; me eo am eus ho tibabet hag ho lakaet evit ma ‘z eot ha ma tougot frouezh ha ma chomo ho frouezh, evit ma roio deoc’h va Zad em anv kement a c’houlennot digantañ.
An dra-se eo a c’hourc’hemennan deoc’h, en em garout an eil egile.
daved al load « Introïbo «
ominica Quinta post Pascha
Digoradur
Vocem iucunditátis annuntiáte, et audiátur, allelúia : annuntiáte usque ad extrémum terræ : liberávit Dóminus pópulum suum, allelúia, allelúia.
Gant youc’hadennoù degemennit,
embannit an dra-mañ, en roit da c’houzout betek penn pellañ an douar, lavarit: Dasprenet en deus an Aotrou e bobl !
Salm 65,1-2 / Iubiláte Deo, omnis terra, psalmum dícite nómini eius: date glóriam laudi eius.
Youc’hit da Zoue, douar a-bezh, kanit klod e anv, dougit klod dezhañ gant ho meuleudi.
Evit kanañ an digoradur (Introït):
studio di Giovanni Vianini, Milano, Piemonte