4re Sul war nugent ha diwezhañ goude ar Sul-Gwenn, pe 34e Sul per annum, Sul ar C’hrist Roue.

Sul 20 a viz Du 2022 – misal nevez 34e Sul per annum bl.K Sul ar C’hrist Roue / Usus Antiquior: Dominica Vigesima Quarta et Ultima post Pentecosten Pevare Sul war’ n ugent ha diwezhañ goude ar Sul-Gwenn

Dimanche 20 novembre 2022 – nouveau missel 34e Dimanche du temps ordinaire année C, Dimanche du Christ Roi. / Usus Antiquior  24ème et dernier Dimanche après la Pentecôte

 

 

kanoù gregorian evit ar misal nevez

Misal nevez:

Aviel sant Lukaz 23, 35-43

En amzer-se ar pennoù-bras a rae goap ouzh Jezuz en ur lavarout: «Salvet en deus reoù all; ra ‘n em salvo e-unan, mard eo Krist Doue, an hini dibabet!» Ar soudarded ivez a c’hoarzhe goap warnañ; tostaat a raent hag e kinnigent gwinegr dezhañ, en ur lavarout: «Mard out Roue ar Yuzevion, en em salv da-unan!» Bez’ e oa ivez ur skrid a-us d’e benn: «Hemañ eo roue ar Yuzevion.»

Unan eus an dorfedourion e pign ouzh ar groaz, a skoe kunujennoù gantañ, en ur lavarout: «Ha n’eo ket te eo ar C’hrist? En em salv da-unan ha ni ganit !» Met egile a respontas outañ gant komzoù taer: «Na te, kennebeut-all, n’ec’h eus tamm ebet doujañs Doue, goude m’out bet barnet d’an hevelep kastiz Evidomp-ni ez eo reizh, gopret omp diouzh hon torfedoù; met hemañ n’en deus graet droug ebet !»

Hag e lavare: «Jezuz, az pez soñj ac’hanon pa zeui e gloar da Rouantelezh.» Ha Jezuz a respontas dezhañ: «E gwirionez, en lavarout a ran dit, hiziv e vi ganin er Baradoz.»

 

 

daved al load  » Introïbo « 

 

+ Usus Antiquior

Dominica Vigesima Quarta et Ultima post Pentecosten

 

Digoradur

 

 

 

 

Yeremias 29,11-12&14.

 

Dicit Dóminus : Ego cógito cogitatiónes pacis, et non afflictiónis: in vocábitis me, et ego exáudiam vos: et redúcam captivitátem vestram de cunctis locis. +Salm 84,2 / Benedixísti, Dómine, terram tuam: avertísti captivitátem Iacob.

Rak me am eus mennadoù a beoc’h ha n’eo ket a zrouknerzh – lavar an Aotroù – ho selaou a rin, ho tegas a rin en-dro el lec’h m’am boa hoc’h harluet dioutañ. /S. Diskouezet hoc’h eus, Aotroù, ho trugarez ouzh an douar, adroet hoc’h eus da Yakob an eurvad.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

*

Lecteur audi

00:0 *