1añ Sul ar C’horaiz

Domenica Prima in Quadragesima

Sul 9 a viz Meurzh 2025Domenica Prima in Quadragesima1añ Sul ar C’horaiz

9 Mars 2025 – 1er Dimanche de Carême

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*

Lukaz* 4, 1-13

En amzer-se, Jezuz, leun eus ar Spered Santel, a zistroas eus ar Yordan, hag a voe renet gant ar Spered d’ar gouelec’h; eno, e-pad daou-ugent devezh, e voe temptet gant an diaoul. Ne zebras tamm ebet e-doug an deizioù-se, ha pa voent echu, en devoe naon. Hag an diaoul a lavaras dezhañ: «Mard out Mab Doue, lavar d’ar maen-mañ donet da vezañ bara.» Met Jezuz a respontas dezhañ: «Skrivet eo:  »N’eo ket diwar vara nemetken e vevo an den. »» An diaoul neuze er c’hasas war an uhel, a ziskouezas dezhañ en ur predig-amzer, holl rouantelezhioù an douar, hag a lavaras dezhañ: «Dit e roin an holl c’halloud-se ha gloar rouantelezhioù an douar, rak etre va daouarn ez eo bet lakaet, hag he reiñ a ran da neb a fell din; te eta, ma stouez dirazon, e vo dit-te holl.» Met Jezuz a respontas dezhañ: «Skrivet eo :  »An Aotroù, da Zoue, a azeuli, ha dezhañ hepken e tougi da zoujañs. »» E gas a reas neuze da Jeruzalem, hag e lakaat war lein an Templ. Hag e lavaras dezhañ: «Mard out Mab Doue, en em daol ac’hann d’an traoñ. Rak skrivet eo:  »Gourc’hemenn a raio evidout d’e Aeled evit m’az tiwallint », ha c’hoazh :  »Da zougen a raint en o daouarn, gant aon na stokfes da droad ouzh ur maen ».» Met Jezuz a respontas dezhañ: «Lavaret eo:  »Ne dempti ket an Aotrou, da Zoue ».» Hag o vezañ implijet pep stumm-temptadur, ez eas an diaoul dioutañ betek un degouezh mat.

 

 

Oferenn eus an Usus Antiquor

kv al load « Introïbo « 

+ Usus Antiquior

Domenica Prima in Quadragesima

 

Digoradur

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2020/12/81cfd0670888a63c924612f1b2a28973.jpg

 

Salm 90, 15 & 16.

Invocábit me, et ego exáudiam eum : erípiam eum, et glorificábo eum : longitúdine diérum adimplébo eum. & 1 / Qui hábitat in adiutório Altíssimi, in protectióne Dei cæli commorábitur.

Va gervel a ray, ha me a responto, en e anken, me ‘vo gantañ. E salviñ a rin ha gloar a roin dezhañ; e lakaat a rin da welout buhez hir, ha va silvidigezh a ziskouezin dezhañ. & 1 / Neb a ra e anez e goudor an Uhel-meurbet, hemañ a van dindan skeud an Hollc’halloudeg.

 

 

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2023/02/Invocabit-me-et-ego-exaudiam-eum.jpeg

 

 

https://www.youtube.com/channel/UCMQKfCk-jU_7MbveLqZcXrg

Sant Paol Aorelian d’an 12 a viz Meurzh:

http://marikavel.org/documents/buhez-ar-zent/baz-169.htm

*