Gwezhiadenn David
Opération David

Gwezhiadenn David

«  Hag evel ma talc’he ar Felishtiad da gerzhout ha da dostaat a-ziarbenn David, e hastas David redek war-zu an dalbenn, etrezek ar Felishtiad. Hag e kasas David e zorn d’e sac’h, hag e kemeras dioutañ ur maen, a vatalmas,  a skoas gant ar Felishtiad ouzh e dal. Sankañ a reas ar maen en e dal, hag e kouezhas war e zremm d’an douar.  » 1 Samuel 17, 48-49

     Mignoned vat eus Tiegezh Santez Anna,

     Ho trugarekaat a fell dimp ha ganeoc’h trugarekaat an Aotrou rak, evel David, hoc’h eus kaset buan ho torn d’ho sac’h da-geñver hor gwezhiadenn « Ur maen evit Lann-Anna » ha dre-se eo bet faezhet hon Goliad ! Hag el lec’h ma ne oa mui nemet rivinoù goloet gant iliav ha drez, e weler hiviziken hor c’hoant a chapelig Santez-Anna. Bennozh Doue deoc’h c’hoazh evit ho pedennoù hag ho profoù hon eus bet drezo an trec’h !

« Argadiñ a rae ofiserion ar Felishtiz, hag a-feur ma’z argadent, e rae berzh David, muioc’h eget servijerion Saoul, hag e voe prizet e anv meurbet. 1 Samuel 18,30

      Koulskoude n’eo ket echu ar stourm hag e rankomp gounit trec’hioù c’hoazh evit ma vo degemerusoc’h ha arc’hwelekoc’h Lann-Anna da obererezhioù ar Vreuriezh hag ar Genunaniezh. Bez’ e rankomp kenderc’hel gant al labourioù – krennus eo al labourioù-se evit dazont Lann- Anna !- ha taliñ neuze ouzh dispignoù nevez.

« Hag e voe gantañ war-dro pevar c’hant den. » 1 Samuel 22,2 

« Hag e reas David evel m’en devoa gourc’hemennet dezhañ an Aotrou, hag  e skoas gant ar Felishtiz…  »  2 Samuel 5,25

     Gant Gwezhiadenn David ho pedomp da genderc’hel d’hon harpañ dre ar bedenn, muioc’h eget biskoazh, ha d’ober ur prof brokus evit diorren oberenn Lanna-Anna e servij Rouantelzh Doue e Breizh. Digristenidigezh, digravezaidigezh, enkadenn an tiegezh, sed ar Felishtiz a rankomp stourm outo hiziv an deiz. Emezelit da lu ar 400 a stourmo dindan mantell santez Anna !

« Hag e vo adsavet ar rivinoù kozh, an dismantroù a-ziagent laket en o sav, adkempennet ar c’hêrioù rivinet, dismantroù kantvedoù ha kantvedoù. » Izaia 61,4          

   Tra ma klever anv muioc’h-mui eus diskefridiañ chapelioù ha zoken kas d’an traon ilizoù, e oa ret bezañ un tammig droch moarvat evit sevel ur chapel er Menezioù Du. Soñjal a ra dimp koulskoude ned eo an tamm labour-mañ nemet ur skeudenn brofedel eus an adsav emañ an Aotrou Doue o tanzen e Breizh gant ar re a laka o fiziañs ennañ. Dindan matell santez Anna emañ ouzh hor c’houviañ da vont gant adnevezidigezh ar Spered Santel evit dont da vezañ testoù Silvidigezh Doue a sav en-dro an dud, an tiegezhioù hag ar pobloù ; emañ c’hoazh ouzh hon gervel da vont tre e lid ar C’hefle, ha ni gwriziennet en hor stuzegezh hag e Dazroadur an Iliz, troet d’ar gefridi ha roet da unvanidigezh ar gristenion.

« Hag evel ma ra an douar boutañ e gellidoù, evel ma ra ul liorzh d’an hadoù diwanañ , evel-se e ray an Aotrou Doue kellidañ ar reizhded hag ar veuleudi dirak an holl vroadoù.  » Izaia 61,11                                                             

    Dre m’emañ Lann-Anna en arempred ar gaer a gefrifi-mañ, en ho pedomp da emezelañ e lu ar 400 den prest da sevel a-benn gounit an dae-se evit Rouantelezh Doue e Breizh. En hor grez ma weler ar feiz kristen e Breizh evel o weñviñ, e vo evit gwir un trec’h war an enebour hag e welomp endeo emañ al lec’hioù-mañ o tegas goanag, frankiz ha buhez evit kalz a dud. 

   Ezhomm zo e Breizh eus kumuniezhoù kristen buhezek, gouestlet da adkavout ha da adperc’hennañ hêrezh speredel ha sevenadurel hor bro. Savomp, kerzhomp a-gevret, digoromp hor buhez da c’hwezh ar Spered Santel a-benn mont en oberenn Doue a vez oc’h adneveziñ dremm ar bed : « E labour ez omp, eme an Abostol, krouet maz omp bet  er C’Hrist Jezuz gant Doue, evit dougen an oberoù mat en deus o rakdivizet a-benn m’o sevenimp. » (Efezidi 2,10)

Ma fell doc’h harpañ oberenn Lann-Anna, kasit ur chekenn e gourc’hemenn Tiegezh Santez Anna. Da gas da  Tiegezh Santez Anna, Lann-Anna, Ar Vouster  56110  Roudoualleg.
                          Pe c’hoazh grit un donezon el linenn

Opération David

«  Tandis que le Philistin s’ébranlait pour affronter David et s’approchait de plus en plus, David courut à toute vitesse pour se placer et affronter le Philistin. David mit prestement la main dans son sac, y prit une pierre, la lança avec la fronde et frappa le Philistin au front. La pierre s’enfonça dans son front et il tomba la face contre terre« 1 Samuel 17, 48-49

     Chers amis de Tiegezh Santez Anna,

     Nous voulons vous remercier et avec vous remercier le Seigneur car, comme David, vous avez mis prestement la main dans votre sac dans le cadre de l’opération « Une pierre pour Lann-Anna » et ainsi, nous avons abattu notre Goliath ! En effet, là où il n’y avait que ruines couvertes de lierre et ronces, on peut voir désormais notre petite chapelle Sainte-Anne. Merci encore pour vos prières et vos offrandes qui nous ont permi de remporter cette victoire !

« Les chefs des Philistins firent une sortie. A chacune de leurs sorties David remportait plus de succès que tous les officiers de Saül, de sorte que  son nom devint illustre. » 1 Samuel 18,30

     Cependant, le combat n’est pas terminé et il nous faut remporter d’autres victoires pour que Lann-Anna devienne plus accueillant et plus fonctionnel pour les activités de la Fraternité et de la Communion. Pour cela nous devons poursuivre les travaux – décisifs pour l’abvenir de LAnn-Anna !- et donc faire face à de nouvelles dépenses.

« Il y avait avec lui environ quatre cents hommes. » 1 Sm 22,2 
« David agit comme le Seigneur le lui avait ordonné et il battit les Philistins…  »  2 Samuel 5,25

    Par cette Opération David, nous vous invitons à nous soutenir plus que jamais par la prière et à faire une offrande généreuse en vue du développement de l’œuvre de Lann-Anna au service du Royaume de Dieu en Bretagne. Déchristianisation, sécularisation, crise de la famille sont les Philistins contre lesquels nous devons lutter aujourd’hui. Rejoignez l’armée des 400 qui combattront sous le manteau de sainte Anne !

« Ils rebâtiront les ruines antiques, ils relèveront les restes désolés d’autrefois ; ils restaureronts les villes en ruines, les restes désolés des générations passées. » Isaïe 61, 4      

   Alors que l’on parle de plus en plus de désaffectation de chapelles et même de destruction d’églises, il fallait être un peu fou pour construire une chapelle dans ces Montagnes Noires. Mais nous croyons que ce travail n’est qu’une image prophétique du relèvement que Dieu prépare en Bretagne avec ceux qui mettent leur foi en Lui. Sous le manteau de sainte Anne, Il nous invite à nous laisser renouveler par l’Esprit Saint pour devenir témoins du Salut de Dieu qui relève les personnes, les familles et les peuples ; il nous appelle à entrer dans la célébration de l’Alliance, enracinés dans notre culture et dans la Tradition de l’Eglise, passionnés pour la mission dans un esprit d’unité entre les chrétiens.

« Oui, comme la terre fait sortir ses germes et un jardin germer ses semences, ainsi le Seigneur fera germer la justice et la louange face à toutes les nations.  » Isaie 61,11                                                                    

    Parce que Lann-Anna est au service de cette belle mission, nous vous invitons à vous enrôler dans cette armée des 400 prêts à relever ce défi pour le Royaume de Dieu en Bretagne. Dans le contexte actuel où la foi bretonne semble s’étioler, il s’agit vraiment d’une victoire sur l’ennemi et nous voyons déjà que ces lieux sont porteurs d’espérance, de libération  et de vie pour beaucoup.

La Bretagne a besoin de comunautés chrétiennes vivantes qui redécouvrent et s’approprient l’héritage spirituel et culturel breton. LEvons-nous, marchons ensemble, ouvrons nos vies au souffle du Saint Esprit afin d’entrer dans l’agir divin qui renouvelle l’univers : « C’est Dieu qui nous a faits, nous rappelle l’Apôtre, il nous a créés dans le Christ Jésus, en vue de la réalisation d’œuvres bonnes qu’il a préparées d’avance pour que nous les pratiquions. » (Ephésiens 2,10)

             Si vous désirez soutenir l’oeuvre de Lann-Anna, envoyez un chèque à l’ordre de Tiegezh Santez Anna. A renvoyer à : Tiegezh Santez Anna, Lann-Anna, Ar Vouster 56110 Roudoualleg. 
             Vous pouvez également faire un don en ligne.