Sul 8 a viz Du 2026 – Dominica Vigesima Quarta / Pevare Sul war’ n ugent goude ar Sul-Gwenn. Novus ordo: 32eil Sul per annum
Dimanche 8 novembre 26 – Usus Antiquior: 24ème Dimanche après la Pentecôte ; 32e Dim. Per annum
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
25, 1-13
En amzer-se e komze Jezuz d’e ziskibion eus e zistro, hag a lavaras dezho ar barabolenn-mañ: Neuze e vo heñvel Rouantelezh an Neñvoù ouzh dek gwerc’hez, a yeas, kemeret o lampoù ganto, a-benn-hent d’ar pried. Pemp anezho a oa diskiant, ha pemp all a oa fur. Rak ar pemp diskiant a gemeras o lampoù hep degas eoul ganto. Ar re fur avat, gant o gouleier o devoa kemeret eoul e orselioù. Evel ma talee ar pried da zont, ec’h en em lakajont holl da vorediñ ha da gousket. Hogen, e-kreiz an noz e tarzh un hopadenn: Setu ar pried o tont, it en arbenn dezhañ! Neuze e tihunas an holl werc’hezed-se hag int-i da gempenn o gouleier. Hag ar re diskiant da lavarout d’ar re fur: Roit dimp eus hoc’h eoul, rak hor lampoù a zo o vont da vervel. Ar re fur avat a respontas: Gant aon na vefe ket a-walc’h evidomp hag evidoc’h, it kentoc’h da di ar varc’hadourion da brenañ deoc’h. Met e-pad ma ‘z aent da brenañ e tegouezhas ar pried, hag ar re a oa prest a antreas gantañ er sal-eured, hag e voe prennet an nor. Diwezhatoc’h e tegouezhas ivez ar gwerc’hezed all en ur lavarout: Aotroù! Aotroù! digor dimp! Hemañ a respontas dezho: E gwirionez me lavar deoc’h, n’hoc’h anavezan ket! Beilhit eta, pa n’ouzit nag an deiz nag an eur.

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Usus Antiquor
Dominica Vigesima Quarta post Pentecosten
Digoradur
(=5vet Sul goude an Epifaniezh)
eremias 29,11-12&14.
Dicit Dóminus : Ego cógito cogitatiónes pacis, et non afflictiónis: in vocábitis me, et ego exáudiam vos: et redúcam captivitátem vestram de cunctis locis. +Salm 84,2 / Benedixísti, Dómine, terram tuam: avertísti captivitátem Iacob.
Rak me am eus mennadoù a beoc’h ha n’eo ket a zrouknerzh – lavar an Aotroù – ho selaou a rin, ho tegas a rin en-dro el lec’h m’am boa hoc’h harluet dioutañ. /S. Diskouezet hoc’h eus, Aotroù, ho trugarez ouzh an douar, adroet hoc’h eus da Yakob an eurvad.

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
*
Evit kaout Goueler ar sizhunvezh 8-14 Du: skrivit dimp lann-anna@hotmail.fr
*+*+*+*+*+*
Saints & fêtes pour la semaine du 8 au 14 Octobre: demander le pdf à lann-anna@hotmail.fr
*





