Sul 1 a viz Du 2026 – IN FESTO OMNIUM SANCTORUM – Gouel meur an Holl Sent. Dilun: Kenkounadur an holl feizidi aet d’an Anaon
Dimanche 1er Novembre 2026 – Usus Antiquior: Solennité de la Toussaint. Lundi: Commémoration de tous les Fidèles Défunts.
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Mazhev
En amzer-se, o welout an engroezioù-tud-se e savas Jezuz war ur menez, hag aet en e goazez, e tostaas outañ e ziskibion. Neuze e stagas da gomz ha d’o c’helenn dre lavarout: «Eürus ar re a gar ar baourentez, rak dezho eo Rouantelezh an Neñvoù. Eürus ar re a ouel, rak int a vo frealzet. Eürus ar re ‘zo kuñv, rak int o devo an Douar da lod. Eürus ar re o deus naon ha sec’hed eus ar Reizhded, rak int a vo roet o gwalc’h dezho. Eürus ar re a zo trugarezus, rak int ivez a vo graet trugarez outo. Eürus ar re a zo glan a galon, rak int a welo Doue. Eürus ar re a laka ar peoc’h da ren, rak int a vo anvet bugale Doue. Eürus ar re a zo gwallgaset en abeg d’ar Reizhder, rak dezho eo Rouantelezh an Neñvoù. Bezit eürus pa vezot dismegañset, heskinet, pa vezo lavaret dre c’haou, a bep seurt droug diwar ho penn, abalamour din-me. Bezit laouen ha tridit gant levenez, rak bras e vo ho tigoll en Neñvoù.»

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Usus Antiquor
IN FESTO OMNIUM SANCTORUM
Digoradur
audeámus omnes in Dómino, diem festum celebrántes sub honóre Sanctórum ómnium, de quorum solemnitáte gaudent Angeli et colláudant Fílium Dei. +Salm 32,1 Exsultáte, iusti, in Dómino: rectos decet collaudátio.
Bezomp laouen gant Doue o lidañ gouel an holl Sent, an Aeled a zo ivez leun a levenez hag a zo holl o kanañ meuleudi da Vab Doue. / Youc’hit a levenez d’an Aotrou, c’hwi an dud reizh! D’an dud eeun e tere e veuleudi.

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
*
Evit kaout Goueler ar sizhunvezh 25-31 Here: skrivit dimp lann-anna@hotmail.fr
*+*+*+*+*+*
Saints & fêtes pour la semaine du 25 au 31 Octobre: demander le pdf à lann-anna@hotmail.fr




