Sul 30 a viz Eost 2026 – Dominica Decima quarta post Pentecosten– ar pevarzekvet Sul goude ar Sul-Gwenn (novus ordo/ 22eil Sul per annum)
Dimanche 30 Août 2026 – Usus Antiquior: 14e Dimanche après la Pentecôte (Novus ordo: 21e Dim. per annum)
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
novus ordo
eus Aviel s:Mazhev 14, 13-21
16, 21-27
En amzer-se, e krogas Jezuz da ziskouez d’e ziskibion e oa ret dezhañ mont da Jeruzalem, gouzañv kalz a-berzh an Henaourien, an Arc’hbeleien hag ar Skribed, bezañ lakaet d’ar marv, ha d’an trede deiz dihuniñ a varv da vev. Pêr neuze, ouzh e gemerout a-du, en em lakaas da grozal dezhañ: «Doue ra viro, Aotrou, kement-se ne c’hoarvezo ket ganit !» Met eñ da zistreiñ ha da lavarout dezhañ: «Kerzh a-dreñv, Satan! ur maen-skoilh ez out evidon; rak da soñjoù n’int ket soñjoù Doue, met re an dud.» Neuze e lavaras Jezuz d’e ziskibion: «Ma venn unan bennak dont war va lerc’h, ra ‘n em zinac’ho e-unan, ra sammo e groaz ha ra zeuio d’am heul. Rak an neb a venno saveteiñ e vuhez, he c’hollo; met an neb a gollo e vuhez en abeg din-me, he c’havo. Rak petra dalv d’un den gounit ar bed a-bezh mar deu da goll e vuhez? Petra c’hell un den reiñ e trok evit e vuhez? Rak Mab an Den a zo war-nes dont en-dro e klod e Dad gant e Aeled, ha neuze e taskoro da bep unan hervez e oberoù.

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Oferenn eus an Usus Antiquor

Dominica Decima quarta post Pentecosten
Digoradur
alm 83, 10 & 11
Protéctor noster, áspice, Deus, et réspice in fáciem Christi tui: quia mélior est dies una in átriis tuis super mília.
Gwelit, o Doue, hor skoed sellit ouzh dremm hoc’h olevad. Peogwir e talvez un devezh en ho porzhioù muioc’h eget mil.
+ 2-3 / Quam dilécta tabernácula tua, Dómine virtútum! concupíscit, et déficit ánima mea in átria Dómini.
Pegen karet eo hoc’h annezioù, Aotrou ar galloudoù! Betek semplañ e hiraezh va ene da borzhioù an Aotroù! Va c’halon ha va c’horf a drid a levenez etrezek an Doue bev!


*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
*
Evit kaout Goueler ar sizhunvezh 30 Eost – 5 Gwengolo: skrivit dimp lann-anna@hotmail.fr
*+*+*+*+*+*
Saints & fêtes pour la semaine du 30 août au 5 septembre: demander le pdf à lann-anna@hotmail.fr




