an daouzekvet Sul goude ar Sul-Gwenn (novus ordo/ 20vet Sul per annum)

Sul 16 a viz Eost 2026Dominica XII Post Pentecosten

an daouzekvet Sul goude ar Sul-Gwenn (novus ordo/ 20vet Sul per annum)

Goueler ar sizhunvezh 16-22 Eost

*+*+*+*+*+*

Dimanche 16 Août 2026 – Usus Antiquior: 12e Dimanche après la Pentecôte (Novus ordo: 20e Dim. per annum)

Saints & fêtes pour la semaine du 16 au 22 Août

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*

novus ordo

eus Aviel s:Mazhev 15, 21-28

En amzer-se aet kuit ac’hano en em dennas Jezuz e kornad-bro Tir ha Sidon. Ha setu ur Gananeadez deuet eus ar vro-se en em lakaas da grial dezhañ: «Az pez truez ouzhin, Aotroù, mab David! Va merc’h a zo gwallgaset skrijus gant un droukspered.» Met Jezuz ne respontas ger ebet. E ziskibion avat o tostaat outañ e pede dre lavarout:

«Ro dezhi he goulenn, rak chom a ra da c’harmiñ war hon lerc’h.» Respont a reas: «N’on bet kaset nemet etrezek deñved kollet tiegezh Israel.» Met ar vaouez, o vezañ deuet dezhañ, a stoue dirazañ en ur lavarout: «Aotroù, va sikour!» Respont a reas: «N’eo ket mat kemer bara ar vugale evit e deurel d’ar chas bihan». «Gwir eo, Aotrou! Emezi, nemet ar chas bihan o-unan a zebr ar bruzhun a gouezh diwar daol o mistri.» Neuze e lavaras Jezuz dezhi: «O maouez! bras eo da feiz. Ra vo graet dit hervez da vennad.» Ha d’an eur-se end-eeun e voe pareet he merc’h.

 

Img In CantateDomino 5P

pezhioù gregorian novus ordo:

https://gregorien-en-paroisse.fr/

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*

Oferenn eus an Usus Antiquor

 

 

Dominica XII Post Pentecosten

 

Digoradur

 

alm 69, 2-4

 

Deus, in adjutórium meum inténde: Dómine, ad adjuvándum me festína: confundántur et revereántur inimíci mei, qui quærunt ánimam meam. Avertántur retrórsum et erubéscant: qui cógitant mihi mala. Deus, in adjutórium meum inténde: Dómine, ad adjuvándum me festína: confundántur et revereántur inimíci mei, qui quærunt ánimam meam.

O Doue, aketit d’am gwarediñ; o Aotroù, hastit d’am skoazellañ: ra vo mezhekaet ha trenobiet ar re a glask war-lerc’h va ene. / Ra dec’ho kuit raktal, goloet a vezh, ar re a lavar ouzhin: «Gwell a se!

 

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2020/12/81cfd0670888a63c924612f1b2a28973.jpg

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*